Koulskoude, laouen bras deuz al labour ho devoa great, kannadet an « Assemblee nationale » a lakeaz ober, dre oll, goueliou kaer en henor d’al lezennou nevez.
Ar bevarzek a vis gouere oa merket evit kement-se.
Soudardet deuz pevar c’horn Bro-C’hall oa galvet da Baris. En eun dachen vras e kever kear oa savet eun aoter. Var an aoter-ze oa lavaret an oferen. Ha var-n-hi, ive, ar zoudardet hag ar re all, a douaz sentidigez d’al lezennou ma oat o paouez ober.
E pep kear oa gourc’hemennet ober ar memez tra.
Mez ne c’heller oferenna var eun dachen, eb goulen digant an aotrou n’Eskob.
Kear Vrest a falvezas ganthi ober evel Paris. Ar re oa en he fenn a skrivas, eta, da eskob Leon, an aotrou de La Marche. Setu ama al lizer oa diskrivet d’hezo.
- « Aotronez,
Lakeat e meuz, atao, va bolontez vad, da ober plijadur da gear Vrest ha d’ar re a zo en he fenn, pa ’m euz gellet hen ober, ervez va c’houstians.
Guir eo, aotreet ’m oa ar pez a c’houlennit pa oa bet tronet e kear, ar re a zo o c’houarn anezhi. Mez abaoue an amzer-ze, an traou en hor bro, ho deuz kemeret eur stum all.
Mignoun oun d’al Liberte kement ha n’euz forz piou. Mez hirio, e velan ar re a zo e penn ar vro, o lakaat an dourn var an iliz eb derc’hel kount ebed deuz ar Pab ; ho guelet a ran o terri an eskibien, ar bersounet hag o lakaat, ive, anezho en Eskobtiou hag er parreziou. Hag an oll draou-ze a zo great en hano lezennou ar vro.
Ma na vije bet great ar gouel a c’houlennit, nemet evit unani ar zoudardet etrezho, evit ho lakaat e par da zifen guelloc’h ar peoc’h, ar frankis, an dud, ho madou ; ma na vije great ar goueliou-ze nemet evit lakaat ar garantez da greski elouez tud ar vro, e karjen beza gellet mond va unan da gement kear a zo em eskobti evit beza en ho fenn.
Mez ar goueliou-ze, siouas ! a zo great evit toui sentidigez da eul lezen hag a zo eneb ar relijion, hag a daol d’an traon ar renkamant lakeat ennhi gant hor Zalver Jesus-Christ he unan.