Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 218 —

a zo oll fermet hag ar re a ferm anezho ho ro d’ar veleien ha n’ho deuz ket touet. Evel-se, e Plouider, Guisseny, Sant-Fregant, beleien ar gouarnamant a lavar an oferen eleac’h ma keront nemet en ilizou parrez. An ilizou parrez a zo lakeat etre daouarn ar veleien ha n’ho doa ket touet, deuet en dro. »

Eussa a rea, ive, eur c’hlemm dem-evel : An ti kear a skrive da zistrict Brest : « An Tual, deuet deuz he doul kuz, a laka freuz, dre ama. Kommanset hen deuz da zorna traou divar benn ar gouarnamant. Oferenna hen deuz great, da genta, en he di. Mez, goude, hen deuz savet eun telt, eleac’h ma vod oll ar re a zo eneb ar c’houarnamant. »

Kemperle a en em glemme, c’hoaz. Ouspen-ze ar chouantet a dage, e pep tu, mignounet ar gouarnamant ha tud a Roue a ziskenne e Quiberon d’ar c’huec’h var-n-ugent a vis even.

Kerkent, — d’an devez-ze, zoken, kannadet ar bobl e kever arme moriou Breiz, a reaz al lezen-ma : « Ra vo lakeat, er prizoun, dioc’h-tu, tadou, mammou, breudeur, c’hoarezet, groagez ha bugale an dud a zo tec’het d’ar broiou all : ra vezint kaset d’ar c’heariou a vrezel evit beza dalc’het, e guestl. — Ar veleien n’ho deuz ket bet touet, guechall, hag a zo brema e frankis, — hag a vo da ziskredi, varnho, n’ho defe ket great a galoun ar bromesa da blega da lezennou ar Republik, a vo a nevez, kroget ennho, ha taolet er prizoun. » [1].

Koulskoude, d’ar mare-ze, lod parreziou a gendalc’he da c’houlen rei ho ilizou d’ar veleien vad. « Diou iliz hon deuz, a lavare konsaillerien Milizac da zistrict Brest, 16 even 1795) an iliz parrez hag iliz Santez Anna. Houn-ma a zo bihan : Mez bras awalc’h eo evit ar veleien touerien hag ar re ’zo a du gantho. Abalamour da ze, oump avis da rei an iliz-ze, d’hezo ha d’ar re a ia d’ho heul. Mez an iliz parrez, daoust ma zeo bras, a vezo a veac’h bras awalc’h evit ar gristenien a zo a du gant ar veleien n’ho

deuz ket touet. Ha p’e guir, al lezen a laka rei leac’h

  1. Documents II, 363.