Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 214 —

blik, evel ma ho deuz goulennet Germeur ha Guezno, kannadet ar Bobl. Lavaret a ra ouspenn hen deuz sounj mond da jomm da barrez X… Hag hen deuz lakeat he hano.

II. — Ar sitoyan X… a zo deuet dirazhomp. Lavaret hen deuz eo bet er prizoun, pe eo bet kuzet abalamour ma oa belek. Dond a ra ervez al lezen douget gant Guezno ha Guermeur, d’ar c’huec’h-var-n-ugent a vis meurz, hag a lavar e vevo didrouz hag e raio muia ma ello, dre he gomzou, dre he fesoun da veva, evit lakaat da vond var gresk ar peoc’h etouez an dud. He zounj a zo en em denna e parrez X… Hag hen deuz lakeat he hano.

Setu ama evit district Montroulez ar veleien ho deuz sinet an eil pe egile, deuz an daou le-ze : Ho deuz sinet douja d’ar Republik ha d’he lezennou :

Guillaume Briant ;
Jean Le Roux ;
Mathieu Mével ;
Michel Guillerm ;
Joseph-Marie Pen ;
Jean Guerlesquin ;
Ollivier Le Lez ;
François-Marie Laviec ;
Y. Nigeou ;
François-Efflam Bourel ;
Jean Pelleter ;
T.-Y. Costiou ;
Le Veyer ;
François Penguilly ;
Jean-Louis Kerien ;
Hervé Martel ;
René Kerherve ;
Jean-Baptiste Henri.

N’ho deuz ket touet na beza fidel d’ar Republik na d’he lezennou :

Etienne-Sébastien Latour ;
Jean-Baptiste-Xavier Noirot ;
Jean-Pierre Ballay ;
Yves Savidan ;