Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 213 —

bet digoret, aratos. Rag an aoter oa bet lakeat, varnhi, bleuniou. Mond a reaz er gador hag e lakeaz sini ar c’hloc’h. Mab ar c’hloc’her a oa eno hag a viras sini beteg ma vijet bet o kaout ar mear. Neuze, ar belek a lavaraz : Deoc’hui, tud iaouank, eo lakaat sini. An dud iaouank, a stroll, a zo eat da gaout ar mear hag hen-ma spountet oll, a lavaras sini ar pez a garjet.

E Garlan, an iliz oa bet roet d’ar belek mad, en despet d’ar mestr skol. Hen-ma oa Taillen he hano. Diskuil a reaz ar c’honseil munisipal, da zistrict Montroulez. Hag ar mear a bakas, d’an dek a vis mae, al lizer-ma : « Klevet hon deuz, eo, e Garlan, nac’het ouz ar mestr-skol, an iliz evit lenn ha displega al lezennou. Mantret omp n’ho pefe ket lakeat urz en traou-ze. Ar relijion a eller da heuil e pep frankis. Poulza a dleer, zoken, an dud varzu ar Relijion. Mez, arabat, evit an dra-ze, miret ouz ar mestr-skol da rei he gelennadurez. Pa e guir n’ho peuz ti bras awalc’h ebet nemet an iliz, grit ennhi an ofisou, mez ive, lezit lenn, ennhi, al lezennou. Lakit ober an eil goude egile. Rag ouspen ma rank lenn al lezennou, deiz an dekadi, ar mestr-skol a dle ive ho lenn, pa vezer en em vodet evit an ofisou, d’ar zul. Bezit var evez, avad, ma vo echu ganthan, bep tro, araog an ofisou. »

Mez kristenien Garlan ne entenjond ket an traou evel-se. Miret a reant euz ar mestr-skol da vond er gador, araog an oferen-bred. Ha Louis Le Bras, an hini hen doa fermet an iliz a lavare hen doa he c’hemeret, nann evit klevet lenn lezennou ar c’houarnamant, mez evit deski gourc’hemennou Doue.

Koulskoude, ar veleien a deue niverus d’ho fareziou koz. Ar re oa kuzet er vro, a zifouche deuz af leac’hiou kuz, hag ar re oa bet eat d’ar broiou all a gommanse dond en dro.

Neuze, Lanjuinais, eur c’hannad deuz ar Gonvension a c’houlennaz lakaat ar veleien da doui unan pe unan deuz an daou-le ma.

I. — Ar sitoyan X…, a zo deuet dirazomp. Lavaret hen deuz eo bet, er prizoun, pe e zeo bet kuzet, abalamour ma oa belek. Dond a ra da lavaret e vevo, iviziken, didrouz ha leun a zoujans evit al lezennou hag ar Repu-