Evelkent, oa dalc’het eur pennad, c’hoaz, ar veleien n’ho doa ket touet. Mez, miz goude, d’ar c’huec’h varn-ugent a vis meurz, oant lezet da vond kuit gant ma teujent, da doui chom didrous ha poania da lakaat ar peoc’h etouez an dud. Ouspen-ze, e rankent, lavaret e peleac’h e zeant da jom.
E Landerne, d’ar mare-ze, ne oa mui, er prizour, e kouent ar Gapusined nemet beleien eskobti Leon. Ar re all, oa bet var ho goulen, kaset da Gemper d’ar 27 a vis genver 1795.
Setu ama, ar rol great deuz prizounerien Landerne pa oa roet frankis d’hezo, d’an daou a vis ebrel 1795.
François Bahezre de Lanlay a ia da jom da Blouan ;
Lannurien, Montroulez ;
Latour, Montroulez ;
Mathieu Le Court-Kergrist, Sant-Ian-ar-Bis ;
Mathias Mevel, Montroulez ;
Jean Michel, Guimaec ;
Jean Le Roux, Montroulez ;
Kermarrec, Sant-Nouga ;
François Picart, Plouider ;
Tual, Lesneven ;
Jean Breton, Sant-Thegonnec ;
Carré, Lesneven ;
Jacques La Rue, Brest ;
Le Senechal, Gouesnou ;
Quemeneur, Sant-Marc ;
Joseph Lescalier, na ell ket kozeal ;
Urbain Le Cleac’h, Laz ;
Troniou, Camelet ;
Yves Guillard, Loperec ;
Joseph La Rue, Landerne ;
Bodenez, Landerne ;
Levenez, Rosnoen ;
Gilles-Baptiste Le Harz, Daoulaz ;
Jacques Le Roux, seizet, Plouziry ;
Le Gac-Quistillic, Dirinon :
Penhoat, Brest.