Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

ze, a elle ho c’hemeret, en dro, pa he c’have mad. Var a leverer, ar pez a vo diesa da renka a vo ar baeamant da rei d’an eskibien. Me oar, an eskibien a gavo kalz alvokadet, mez beleien ar parreziou, avat, ne gavint den d’ho difenn. Tregont mil lur a ve kalzik da rei d’eun eskob. Lavaret e vo hen deuz kalz dispign. Hag ar bersounet ’ta ? Ar re-ze, ive, ho deuz da ober dispignou kalz brasoc’h eget an eskibien, ma vijent da viana lakeat e kem gant ar pezik ho deuz beteghen. Beza emaïnt atao e ti ar beorien hag an dud malheurus… »

Pelloc’h al lezen oa douget evelhen :

1° Eskob Paris hen devezo pemzek mil lur ha tri-ugent.

2° An Eskibien all ho devezo daouzek mil hag an hanter deuz ar pez a reant, ouspen, beteghen. Evelkent ne c’hellint kaout, morse, ouspen tregont mil lur.

3° Paeamant vikeled an Eskob a vo daou vil lur.

4° Da bersounet ar c’heariou bras e vezo roet pevar mil lur ; c’huec’h mil lur dar re a vo e Paris. Ar bersounet er parreziou divar ar meaz ho devezo daouzek kant lur.

5° Ar gureet a vezo paet ervez ar barrez ma vezint. Mez na c’hellint, morse, kaout nebeutoc’h eget seiz kant lur.

Al lezen-ze, kroget ennhi e mis even, oa peurachuet d’ar bevar var-n-ugent a vis eost 1790 [1].

Evel a veler, n’oa ket paet fall ar veleien. Rag mil lur d’ar mare-ze a dalveze tri brema. Mez ar Revolusionerien a lakea pris mad. C’hoant ho doa da douella an dud a iliz ha da lakaat anezho da drei gantho.

Mez al lezen oant o paouez ober oa gwall fall evit an dra-ze. Kas a rea da Betra an urz lakeat gant Jesus-Christ en he iliz. Rag ar galloud hen deuz ar veleien a deu deuz Jesus-Christ d’ar Pab ; deuz ar Pab, ha dre ar Pab ebken, e teu d’an ekibien, ha dre an Eskibien d’ar veleien all.

Mez al lezen nevez a zifenne goulen netra digant ar

Pab. Belek ebet, abalamour da-ze, na elle plega d’hezi.

  1. Sicut. Const. Civile. — L’abbé Mailfait 19.