e kav d’eomp e zo tec’het unan benag, dre brenest ar zolier… Sounjal a reomp poulza pelloc’h hon enklask. Mez an dud a deue da c’houzout oamp er barrez : hon troiou a vije bet troiou goullo. Beza e zo, e Plouvian meur a velek ha n’hen deuz ket touet. Mez evit gelloud lakaat an dorn varnho, e ve red kaout kalz soudardet, rag ar barrez a zo kollet gantho.
Plouian, en eneb, m’ar d’eo guir ar pez a lavare Cudennec ha Steun, renourien ar barrez, oa troet oll gant ar c’houarnamant. « Mignouned, d’al lezennou ha d’ar gouarnamant a deu, bemdez, d’hon lemmel deuz a dre skilfou an noblans, ni labourerien douar ha tud komite Plouian, atao skedus da deuler evez deuz kostezen ar Roue dija lakeat er bez ; ni, ervez al lezen, a deu da gemen deoc’h ar pez a dremen en hor parrez. An noblansou, kaset kuit divar dro ama, ne ellond mui teuler ho bilim var ar meazou aonik. Pa c’houlen ar c’houarnamant eun dra e ve roet d’hezan, dioc’h-tu. Mez, ar beorien a zo kement anezho, ma hon deuz aon, na varfe tud gant an naon da c’hedal an eost. »
E Landivisiau hag e Bodiliz, ne oat ket ker tom e kever lezennou ar gonvansion. Rag e Bodiliz en despet da c’hourdrouzou ar gouarnamant, oa lezet en dro d’an iliz eur ruban koat hag oa varnhan, merkou an noblans ha re ar Roue.
E bro Montroulez, mezaon, oa ar memez tra.
D’an dek a vis eost komite Montroulez a skrive d’an oll parreziou deuz an district : « Klevet hon deuz, en despet d’an oll gourc’hemennou great evit pilat ar c’hroaziou a zo var an hentchou, en ho parrez, n’ho peuz c’hoaz great netra. Lavaret a raan deoc’h, ma ve ar re-ze, c’hoaz, en ho zav, er veach kenta ma zin d’ho kuelet, e rankin hen diskleria d’ar gouarnamant hag e vezoc’h lakeat e renk an dud a zo da ziwall outho. » Emechans, ar gourdrous-ze, a zougas frouez, dre oll. En Enez-Vaz, da vihana, oa bruzunet, dioc’h-tu, an oll kroaziou.
Revolusionerien Lesneven a skrive, d’ar bevarzek a vis here d’an « agent national » : « E Sant-Fregant