Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —

c’honseil a zoug : 1° Presbitaliou an district a vezo goulounderet hag ar veleien a vezo kaset kuit anezho, dindan daou zekad, goude ma vo embannet al lezen-ma ; 2° An ilizou hag ar chapeliou, ne vezint mui d’ar veleien ; 3° Ar presbitaliou a vezo roet d’ar vistri skol ; 4° An iliz, e pep parrez a vo roet d’ar mestr skol d’ober ti skol ; 5° Koat ar c’heuriou ha re an aoteriou, na vo jezom anezho mui, a vo lakeat da ober skigner ha taoliou evit bugale ar skoliou.

« Ouspen, o sounjal pegement e talv rei eur pleg all da speret an dud e pep parrez ; o sounjal eo red lakaat an dd da gaout an deskadurez a zo red evit kement-se ; o sounjal eo red kas da netra ar pez a vage, beteghen, ar sorc’hennou er spered ; an district a zoug : an dekadi a vezo vreat, e pep parrez deuz an district ; karga a ra ar icar e peb parrez, da lakaat, en devez-ze, an dud da zond d’an iliz evit klevet lenn al lezennou ha klevet, ive, ar gelennadurez a dlie beza great ; ar re ’zo e konsail ar barrez, a roio skuer vad evit kement-se. »

E keit-se, e vije goasoc’h eget biskoaz, tregaset ar veveleien vad. — Ar gouarnamant evel a lavare Coroller, intru Landudec, ne ’ma ket evit relijion ebet mui. Mez, alao, e ma, avad, evit derc’hel da gas eneb ar veleien n’ho douz ket touet. »

Hag ar c’hlask, varnho, a gendalc’he. District Montroulez a skrive da gomite Taole, d’an unck a vis c’huevrer 1794 : Lavaret e zo ama, e zo choaz dre Daole, beleien ha n’ho deuz ket touet. Sitoyanet, deoc’hui, eo da deuler evez… Ar Prigent hag ar Penguilly a dlefe beza en ho parrez. Hastit buhan, dastum an dud-ze hag a zo mez ar vro. Ma kav deoc’h ne elloc’h ket dond a benn, lavarit d’eomp-ni, e peleac’h emaïnt o chom. A pa vijent a ouen an diaoul, e vezint, abarz pell, lakeat d’ar maro.

E Plouvian, Ian Mezou, a flatas da zistrict Brest, oa bet beleien o lavaret an oferen, e Sant-Ian-Balanant. Ha d’an daou, tri, pevar var-n-ugent a veurz, Jean-Marie Nedelec a deuaz, gant archerien Loukournan, d’ober eun enklask d’ar barrez-ze. « Klasket hon deuz, a lavare, e ti Guillaume Le Roux, Epad ma oamp o furcha, en traon,