Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 199 —

komp hen tenna deuz ho c’hroc’hen gant spillou. Da eva n’hon deuz nemet dour fall, da zibri eun tamm pesket sal hag aliez breinet ha da ober souben n’hon deuz nemet ris. » [1].

Da Gaienne oa kaset ive, meur a hini deuz Rochefort. Caienne a zo eun enezen e kreiz ar mor ha d’ar mare-ze, oa goasoc’h c’hoaz, eget ar Guyane.

Setu ama hanoiou ar veleien a zo maro e kosteziou Rochefort :

Alexandre, Louis, frer kapusin, ganet e Montroulez, maro e mis here 1794, enterret en enezen Madame ;

Cojan, Guillaume-Marie, ganet e Kemper 1767, kapusin e Montroulez, seiz vloaz var-n-ugent, enterret en enez Aix, maro var al letr « Les Deux Associés » ;

Calvez, Jean, ganet e Plozevet 1734, persoun Treguennec, maro e guengolo 1794, enterret en enezen Madame ;

Corvaisier, Joseph-Marie, persoun Irvillac, ganet e Kemper 1735, maro e guengolo 1794. He gorf oa taolet er mor, da genta. Mez distaolet oa bet hag oa, goude, lakeat en douar. ;

Collobert, Julien, ganet en Arzano, maro e mis eost 1794, enterret en enez Aix. (maro var an « Deux Associés. »)

Fercoq, Charles-Marie, ganet e Plougourvest 1755, persoun Plufur, maro e mis du, enterret en enezen Madame ;

Julien, Jean, kure Glomel ;

Kirlen, Pierre-Joseph, ganet e Kemper 1764, persoun-priol Daoulaz, enterret en enezen Madame ;

Le Clerc, persoun Ploare, maro var ar « Wasington », 1794.

Le Bris, Guillaume, ganet e Beuzek-Cap-Sizun 1746, persoun ar Fouillez, enterret e Fort Vaseur ;

Le Coent, Jean, ganet e Spezet 1750, kure Burtulet, maro e gouere 1794, enterret en enezen Aix ;

Le Masson, Simon, ganet e Brest 1738, maro d’an nao a vis c’huevrer 1795, enterret e Saintes ;

Plassard, Germain, ganet e Kloastr-Pleyben, maro e mis gouere 1794, hanter-kant vloaz, enterret en enezen

Madame ;

  1. Tresvaux, 11.