Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 198 —

epad an noz, ar veleien a ranke gourvez. Mez ken sarret oant, ma ranke an eil lakaat he dreid ouz penn egile. Bransellou oa istribil ouz an neac’h d’ar gambr. E pep bransell, oa daou velek. Hag evel ma oa ber ar vransel ho zreid ive a ioa an eil deuz penn egile. Var leuren ar sal, edo ar re all ker stang, ma na oat ket evit bale, eb lammet varnho. Ouspen-ze, eur bail a oa e kreiz ar zal. Er bail-ze vije great an ezomou. Eur flear oa ganthan ma zoa mantruz. Ha lod a gouske harp deuz ar bail. Abarz pell, na petra ta, ar c’hlenved a en em lakeaz en ho zouez. Ha pebeuz klenvet ! Drebet oant ez veo, gant ar skorbut. Bemdez, nao, deg a gueze klanv. Eur medisin a ieaz, eur vech, er zal, ha raktal, e teuaz er meaz en eur lavaret : « Ma ve lakeat, aze, eur c’hi, ne badfe ket pedeur heur var-n-ugent, eb beza arrajet. »

E kreiz ar poaniou-ze ne oa lezet gantho na leor na chapeled. Hag epad an deiz pa vijent var ar pount, e vijent guelet o c’hoalc’hi ho zammou truillou, pe oc’h en em zilaoua.

Eiz kant seiz var-n-ugent belek vad taolet el listri-ze. Daou c’hant pemp ha pevar ugent, ebken, a ellaz dond kuit. Ar Gonvension, dre ar prizoniou a laze, koulz, ar veleien eget dre ar c’hillotin.

Deuz Rochefort, lod beleien oa bet kaset d’ar Guyan. Al douar-ze a oa, neuze, eul leac’h gouez. Eur belek a strive ac’hano : Da loja n’hon deuz nemet tammou lochennou izel-izel. Beva ’reomp etouez morianed hag a zo laeron. Devet omp gant an eol epad an deiz. An noz a zigas eun tammik freskadurez. Mez ganthi e teu, ive, eun dra deuz ar re boaniusa hag a zo anavezed mad gant an dud a zo bet o chom ama. Deuz ar guerniou lous a zo, dre ama, e sao eur bern c’huibu hag a beg, hag a zeo. Hon lochen a vez leun a dousigi bras. Hag etouez hon leoriou e zo anevalet hag a flemm bilimus : hanvet int skorpioned. Merrien a zreb hor bevans hag a grog aliez ennhomp hon unan. Hon treid a zo kemeret gant eur c’huiben all hag a rear anezhi, ar chik. Bemdez e ran-