noret, a lavare ar Gonvansion, gant Expilly hag he vanden. Landerne a deuaz da veza, evel-se, kear benn an Departamant.
Hogen al lezen a verke, e ranke ar veleien beza dalc’het er prizoun e kear benn an Departamant. Abalamour da ze, ar veleien dalc’het e Kerlot, oa kaset da Landerne.
Diou vanden oa great anezho. Da genta n’oa kaset nemet ar re iouank.
Mez, diouallerien Kemper a c’houlennaz kas, ive, ar re all. Ha d’an unek a vis du, ar re goz oa taolet bern var vern, e kirri, hag en hent varzu Landerne. Tri ha triugent oa deuz ar re-ma.
E Kastellin ho doa lojet, da genta. Eno oant lezet da vond e kear, gant ofiser ar zoudardet a gase anezho. Lojet ho doa, en tiez a garient. Oll oant bet digemeret, madik awalc’h. Mez, da noz varlerc’h, oant er Faou hag, eno, prokureur ar barrez a reaz ho dastum oll, er memez hostaliri.
Diguezet, e Landerne, oant kaset, da genta, da gouent ar Gapusined.
Er prizoun-ze, oant bevet paour ha guisket fall. Mez, da viana, ho doa pourmenadennou bras hag ear vad. N’oant ket, evit doare, re ziouallet ken nebeud. Ha d’ar c’huec’h var-n-ugent a vis du 1793, an aotrou Heliez, belek deuz Sizun, oa tec’het kuit, dre eur vezen fiez, oa e kichen ar voger a ro var hent Lesneven. [1].
Mez eun devez, unan, hanvet Perrin, o tremen dre an hent-ze, a skoaz var an nor. Eun tu all eur vouez a lavaras. — Petra ’glaskit ? — Kovez, eme Perrin. — Deuit da c’huec’h heur hag e c’helloc’h dond er porz. — Diez e vo ? — Oh ! ne vo ket. Meur a hini a zo bet deuet, dija.
Raktal, Perrin a ieaz d’an ti kear da gounta kement-se. Ha divar neuze, oa difennet pourmen, er c’hoat hag er jardin.
Mez ar veleien n’ho doa ket a driugent vloaz na ellent ket chom e Landerne. Ar ministr he unan a skrivas, d’ar
14 a vis c’huevrer, da lavaret ho c’has da Vourdel pe
- ↑ Documents 17, 147.