An aotrou Habasque, kure Plourin, oa bet kroget ennhan e fin ar bloaz 1793. Kavet oa bet, e Kerlouan, e ti Fanch ar Gac. [1].
D’ar memez mareou, oa bet kaset, d’ar prizoun, an aotrou Peton, belek deuz Kerlouan, hag a en em guze, e ti Guillaume Abautret, labourer douar.
D’an drizek a vis ebrel 1794, oant bet kondaonet d’ar maro. Hag ar re ho doa roet lojeiz d’hezo a oa bet harluet.
D’ar mare-ze, kearik vihan Lesneven hag ar pareziou tro var dro, oa brudet da guzat forzik beleien. Donze-Verteuil a c’houlennaz ma vije digaset da zibenna d’i, an daou velek kondaonet. An dra-ze, a lavare, a zigoro ho daoulagad d’an dud re droet gant ar superstisionou.
D’an devez merket, oa kaset soudardet da gement parrez, oa tro var dro, da gemen dond da Lesneven. N’oa ket brao enebi, ha kalz tud en em gavaz, var ar blasen.
Hag oa guelet o tond, dre hent ar Folgoat, e mare div heur, goude kreiz-deiz, eur c’harr daou velek ebarz, garrotet d’hezo ho zreid hag ho daouarn.
En dro d’ar c’har oa tud diskramail ha difesoun ar vourrevien o tiwall ar re a zeant da laza.
An dud oa spountet oll hag a lenve. Mez nikun ne gredas tec’het. Nikun ne lavaraz grik. Rag mad e guie, guitibunan, fan hini hen dije tintet eun dra benag, a vije ive, lakeat he benn a zindan ar gountel vras. Ha dirag an oll, spourounet, pennou ar veleien a guezaz. Kement-se oa d’ar 14 a vis ebrel 1794. [2]
An demezel de Saint-Luc, oa nizez da Eskob Kemper. Epad ma oa iaouank, oa hedro. Mez eun deskadurez kristen a lakeaz ploum en he fenn. Mond a reaz da seurez
da gouent ar Retred e Kemper.