Mamm an aotrou Raguenez a deuaz, var he zroad, deuz Crozon da Gemper. He lein diveza a reaz ganthi.
Goude lein e pokas d’hezi : — It, mam, a lavaras, it brema en avantur Doue. Pedit evit ho mab ha kenavo er baradoz !
— Oh ! mab, emezhi, me jomo c’hoaz. Me fell d’in beza en da gichen pa vezi o vervel.
— Nan, mam, an dra-ze ne ell ket beza.
— Perak, o mab ? Pa oa Jesus o vervel, ar Verc’hez, he vam oa e tal ar groaz.
— Oh ! mam, petra livirit ? Ne zeuz henveledigez ebet, etre ar Verc’hez ha Jesus ha ni pec’herien baour. Nan, mam, emezhan, en eur bokat dezhi c’hoaz, it d’ar gear. En eur ziguezout, e Crozon, e klefot an Angelus o sôn Mouez ar c’hloc’h a zigaso sonj deoc’h deuz ho mab. Maro e vo a benn neuze. Mez c’hui a ielo d’an iliz, rag eün, da lavaret bennoz da Zoue.
— Ia, mab, emezhi, en eur voustra var he daelou, ia mond a rin a galoun vad, rag eürus e vezin da gaout eur mab merzer.
Da nav heur, en deiz varlerc’h, oat deuet da gerc’had an aotrou Raguenez, d’ar prizoun, evit he gas d’ar maro, Bale ’reaz seder ha laouen. An oll oa mantret oc’h he velet ken seven.
Diguezet var ar chafot, ec’h en em laka var he zaoulin, evit ober eur bedennik. Goude, e sav en he zav hag he za he unan, d’en em leda var planken ar c’hillotin. Ar gountel oa lezet da gueza. Mez ne droc’haz nemet an hanter deuz he c’houzoug. Buhan oa savet ha lezet da gueza, adarre. Ne reaz nemet eun draill all.
An dud, tro var dro, a skrije. Ar belek ne lezaz ket eur glemmaden.
Neuze, ar jeneral Canclaux, a oa eno, a deuaz gant he ząbren. En taol kenta, e tistagas penn an aotrou Raguenez. — Ah ! a lavare goude, ma vije bet an dra-ze a du ganeomp ! Ne meuz morse guelet startoc’h den. (13 ebrel 1794).