an ti, deuz an traon beteg an ein, hag ho doa kavet eur c’halir hag an dillad oferenna.
Deuz ar re oa tapet da heul an aotrou Mevel, pemp a bignaz, assamez ganthan, var ar chafot : an itron Ruvilly-Le Saux, 66 vloaz ; an demezel Le Coant, 64 vloaz ; Julie Desmarets ; an demezel de Forsanz, 27 bloaz, ha Barba Jago, eur bloaz hag hanter kant.
Pa deuaz tro an demezel iaouank, da lakaat he fenn dindan ar gountel, ar re oa en dro a skrije. Rag Modeste-Emilie de Forsanz oa eur plac’h deuz ar re gaera ’c’helfet da velet. Ar vourrevien ho unan ho doa evel diegi o troc’ha ar fleuren-ze, divar he gar, hag o teuler anezhi er goad. [1].
D’an unan ha tregont a vis gouere, oa kondaonet Gabriel-Louis Moreau, tad ar jeneral Moreau deuz Montroulez. Reseour oa evit ar markis de Lescoet. Var dro gouel Mikeal, hen doa kaset d’hezan an arc’hant hen doa bet digant he fermourien. Tamallet oa da veza kaset arc’hant e meaz ar vro ha lakeat oa d’ar maro.
Assamez ganthan, oa dibennet an demezel de Kerjegu, abalamour, en eul lizer, he doa lavaret e kave trist guelet, e kanton Lesneven, tud en em zavet eneb ar veleien vad.
Demdost d’ar Faou, e chome, d’ar mare-ze, e ti eun eontr d’hezi, eun dimezel deuz Rekouvrans. He hano oa Anna Pichot de Kerdizien. Pinvidik oa. Mez he danvez a lodenne, gant ar beorien. Bemdez, koulz lavaret, e vije, en tu pe du, o velet tud klanv. Rei a rea, pa elle, louzeier d’hezo evit netra. Atao, e kase da bep ti, eur gomz dous ha tener hag a gonsole pa na elle parea.
Eur zulvez, en iliz Quimerc’h, an dud oa bodet. Ne a belek ebet mui er barrez. Hi a ieaz er c’hœur hag e lennaz eur zarmoun he doa bet digant eur belek mad benag, emechans.
Eun den fallakr a ziskuillas anezhi. Raktal, oa kaset
soudardet beteg he zi. En eur furcha ho doa kavet eul
- ↑ An demezel de Forsanz e dije gellet savetei he buez var briz he enor. Pa oa dibennet oa kaset ar c’horf c’hoaz tom d’an hospital, hag eno, eur barner hanvet Balis, a saotraz anezhan. (Le Vot, Brest pendant la Terreur, 356).