— Me ne ouzoun ket, emezhi, a eneb piou e maint. Mez gouzout a raan e maint a unan gant Doue hag abalamour da ze e karan anezho.
Barnet oa d’ar maro ha dibennet d’an nao a vis guere 1794. [1].
D’an unek, oa troc’het he benn d’eur mortolod. D’an drizek a vis guere, oa galvet dirag an tribunal Florentin Le Bronsort, barner e district Brest, 51 bloaz, Pierre Bideau, 40 vloaz, belek-touer, gouarner e Departamant an Indre, ha Pierre Toullec deuz Brest, unan deuz gouarnerien an district. Tamallet oant ho zri da veza bet enebet deuz lezennou ar Gonvension.
Noz oa dija pa oant kaset d’ar c’hillotin. Ar re ’zikoure Ance, oa goulou gantho. P’oa dibennet Le Brônsort hag ar belek fall, lod deuz ar goulou a varvas. — Ne velan mui, a lavaras Ance. » Toullec, neuze, a gemeras eur c’houlaouen, c’hoas var elum, hag en eur lammat e daoulagad ar bourreo e lavaras d’hezan : — « Den millizout. » Evit en em venji, Ance a lezaz teir guech ar gountel da gueza var he c’houzoug, araog distaga he benn. [2]
D’an naontek a vis guere, oa dibennet François Gerard, piker mean, pevar bloaz var-n-ugent, var digarez ma hen doa lavaret da zoudardet trei kein.
En devez varlerc’h oa lakeat d’ar maro François Beauregard, bet kaner e Montroulez, evit beza taolet d’an douar eur gokarden.
D’an nao var-n-ugent, e tiguezaz tro eur miliner deuz an Drenec, Jean Mingant, pemp bloaz ha tregont, evit beza roet bleud fall d’ar zoudarded.
D’an 30 a vis Gouere, an Tad Mevel, ginidik deuz Roskof a oa kondaonet d’ar maro. An Tad Mevel oa koz dija. Mez ne oa ket eat d’ar prizoun p’oa deuet al lezen da vond evit ar veleien goz. Chom a reaz e ti an intanvez Le Saux ha Marie Coant he c’hoar.
Eno, bep mintin, an Tad Mevel a oferenne. Eun nebeud merc’het devot a vije, bep vech, en he oferen. An archerien
a gasaz d’ar prizoun trizek anezho. Furcha ’rajond