Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 179 —

brouge. En eur bignad var varc’h, ec’h en em lakeaz da gana ar c’homzou-ma deuz ofis an anaon : « Libera me Domine. »

Eun devez goude ma oa diguezet e Brest, oa kondaonet d’ar maro. Deuz an dribunal oa kaset d’ar c’hillotin. Kerzet a rea dispount, he zaoulagad savet varzu an Envou. He unan e c’hourvezas var blanken ar maro. An dud iskis oa en dro a iouc’has neuze a bouez penn : Bevet ar Republik ! An aotrou Coz a respountaz : Bevet ra vo Jesus ha Mari ! Hag ar gountel a droc’haz he c’houzoug. Kement-se a zigueze d’an drizek a vis meurz.

Eun nebeud, divezatoc’h, d’ar bemp var-n-ugent deuz ar memez mis, an aotrou Jean Drevez, kure Rekouvrans, oa galvet dirag al Lez-varn. Tri mis a ioa e vedo, er prizoun. Paket oa bet oc’h ober eur vadiziant e ti he c’hoar, e Ploumoger. He affer oa sklear. Kondaonet oa bet d’ar maro ha kaset, dioc’h-tu, d’ar c’hillotin.

D’an daou var-n-ugent a vis mae oa bet tro gouarnourien ar Finistere.

Evel hon deuz lavaret, edond oll e kastel Brest abaoue an daou var-n-ugent a vis c’huevrer. Esa ho doa great e pep fesoun tenna ar zam divarnho. Mez enebourien ho doa hag a lakeaz ho derc’hel, er prizoun.

Pelloc’h e teuaz evitho deiz ar varnedigez. En devez araog, Riou-Kersalaün, Le Hir ha Chiron, alvokadet, a deuaz d’ar prizoun da en em glevet gantho, var ar pez a ioa da ober ha da lavaret evit ho difen. En eur gimiada e lavarjont an eil d’egile : Kenavo, varc’hoaz, da eiz heur !

En devez-ze, da c’huec’h heur, oll zoudardet Brest a ioa var zav. Pevar mil anezho, oa lakeat en daou du d’ar ru, a ranke ar brizounerien da dreuzi, evit dond d’an dribunal. En dro d’hezo, dre ma kerzent, oa eiz kant soudard deuz an « armée révolutionnaire. »

Pa oant diguezet, er zal, eleac’h ma oa an tribunal, e veljond, dija, ar varnerien, eur bonet ruz var ho fenn, azezet dirag eun daol, karget a baperou. Adrenv ho c’hein, edo ar jureet. Hag en daou benn d’an daol, Donze-Verteuil ha Bonnet.