Epad eun nebeut amzer ne oa barnet den mui. Goarant oa lakeat en he leac’h Ragmey, eun den divarn mar d’oa unan, deuz tribunal Paris. An tamaller oa chenchet, ive, en he leac’h oa lakeat Donze-Verteuil, eur manac’h fall. Fouquier-Tinville a deuaz da veza greffier [1].
Ar c’henta belek hen doa an henor da veza barnet, gant an tribunal revolutionnaire, oa an aotrou Coz, persoun Poullaouen.
Eun nosvez oa bet, epad an noz, o kovez e parrez Leuhan. Pa deuaz ar mintin, e lavaras he oferen. Epad an oferen-ze, an dud a lenve ken a strake ho c’haloun. Sounj a deue d’hezo deuz ar goueliou kaer a vije great en ho iliz parrez, bep sul araog ar revolusion. Ha breman evit pedi ha digemeret ho Doue, e rankent en em guzat evel laeroun. — « Aotrou Doue ! na pebeuz amzer ! a lavarent, d’an aotrou Coz, araog kimiada. Kenavo er baradoz, aotrou keaz ! Eur ral a ve d’eomp en em velet mui er bed-ma.
— Ah ! tudou keiz, eme ar belek mad, araog ma vo digaset an traou var ho zu, e vo red goad. Gozik c’hoant e meuz da lavaret da Zoue, kemer va hini. Me gaf d’in, mar teufe, brema, an archerien d’am c’herc’het da vond d’ar maro, ne rafen ket kalz a van. »
Eun devez benag, goude, an aotrou Coz oa en eun ti deuz Poullaouen. Azezet oa dibreder e kichen an tan, guisket e giz tud ar vro.
Digouezout a reaz daou zen digaset gant ar c’houarnamant da vuzula ar ed. An daou vuzuler a c’houlennaz digant an aotrou Coz hag hen oa ar mestr. — « N’oun ket, sur, a respountas ; ar mestr a zo er park ; me zo o vond da lavaret d’hezan e zoc’h diguezet. N’ho peuz nemet gortoz, eun tammik.
Hag hen er meaz.
Er porz, e zoa tud all, deuet da heul ar vuzulerien. En ho zouez e zoa unan deuz ar barrez a anaveze mad an aotrou Coz. Raktal, e lakeaz kregi er belek paour.
Eiz devez varlerc’h, oa kaset da Vrest. Eur marc’h
oa roet d’hezan da ober an hent. Daou archer hen am-
- ↑ Tresvaux 11, 2. Téphany. 388.