« Kemerit eur vaouez : ma na zimezit ket eo sklear n’oc’h ket mignounet d’ar gouarnamant hag e vezoc’h etouez an dud a vo da ziwall outho. [1].
Hag an darn vuia deuz ar veleien intru, eskibien hag all, a zimeze. E Kemper, ar vikel vras, Gomaire, oa bet dimezet teir guech. [2].
Ar gouarnamant a reaz muioc’h c’hoaz. Gouzout a rea hen doa peg ar pez a garie var galoun eur belek fall. Difen a reaz ouz ar veleien intru derc’hel, en ho iliz, roll ebet deuz ar re ho doa roet d’hezo ar zakramanchou. Ouspen-ze, oa gourc’hemennet d’hezo eureuji an oll — ar re da viana ho doa c’hoant da veza eureujet gantho, — eb goulen deuz pe seurt relijion int, eb goulen pe int badezet pe n’int ket, pe int divorset pe n’int ket. [3].
Hag ar veleien intru a ranke plega, bep taol, pe kueza a zindan al lezen oa great var an dud oa da ziwall outho.
Da heul al lezennou-ze, oa fardet, d’an nao a vis here 1793, eul lezen all hag oa goasoc’h c’hoaz. Al lezen-ze a roe da Gonseil an ti kear ar c’halloud da sarra an ilizou, deuz an intrused. Iliz Kastellin a deuaz, neuze, da veza eul leac’h da zec’ha dillad, iliz Sant-Louis Brest hag iliz veur Kemper, templou d’ar Rezoun vad.
Dija, abaoue eur pennad, Chaumette, eur mestr skol hag oa prokureur ar gommun e Paris ha kannad, hen doa lavaret er Gonvansion : « Red eo kaout eun devez ehan benag evit an dud. Mez arabad e ve ar zul bet kaillaret, beteghen, gant superstisionou sot. Ober a reomp goueliou laïk. D’an dek a vis eost, ec’h en em vodomp, evit ar vech kenta. Ar bobl a vezo hon Doue. Ne dlefe, morse, beza Doue all ebet. »
Ar miziou, zoken, hag an deveziou oa chenchet hano d’hezo. Pep mis oa rannet e teir guech dek devez. Hano an dekved devez oa an dekad. Hennez oa lakeat evit derc’hel leac’h ar zul. D’an devez-ze, an oll a ranke ehana hag en em deuler d’ober c’hoariou gourc’hemennet gant
ar c’houarnamant. E Moelan hag e parreziou all oa taolet