Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —


Eur seurt all a veleien oa c’hoaz ha n’oa evitho great netra, nemet al lezen fardet d’ar bemzek a vis eost 1792, hag a lavare e ranke ar venac’h, chaloniet, beleien ar c’houentchou pe kelendiou toui da zerc’hel « d’al liberte ha d’an egalite » da lavaret eo d’ar frankis da bep unan da ober ar pez a garo ha da gemer an oll evit beza kevatal.

Eur c’halz n’ho doa ket touet.

D’an dri var-n-ugent a vis ebrel, oa great eneb d’hezo, al lezen-ma : I. — Kement belek a zo ha n’ho deuz ket great al le a zo bet goulennet digantho, d’ar bemzek a vis eost, a vezo kroget ennho. Taolet e vezint var batimanchou ha kaset da Gaienne. II. — Ar veleien ho deuz great al le, zoken, a vezo kondaonet, ive, ma vezont diskuillet gant c’huec’h den, da veza great an distera tra deuz karg eur belek.

Eun nebeut, goude, oa merket e vije lakeat d’ar maro, a zindan peder heur var-n-ugent, ar belek a vije deuet en dro deuz ar broiou all. [1]. Ar re a guze beleien oa douget ive, zoken, e vijent lakeat d’ar maro.

Erfin eul lezen all oa fardet, c’hoaz, hag a c’hourc’hemenne d’ar veleien goz ha mac’hagnet dond, anezho ho unan, d’ar prizoun. Ma chomfent eb senti e vijent lakeat d’ar maro ugent devez goude ma vije lakeat an dorn varnho.

An oll lezennou-ze a lakeaz da vond kalz var ziminu an niver deuz ar veleien a jome c’hoaz e Bro-C’hall. Aon ho doa, nan da veza lakeat d’ar maro ho unan, mez aon dreist oll, na zeuje ar re ho c’huze, da gaout drouk abalamour d’hezo.

Pelloc’h oat kuezet var ar veleien fall ho unan. E meur a barrez e troet, atao, kein d’hezo. Mez, evelkent, oferenna a reant. Tennet oa deuz ho ilizou an arreubeuri aour hag arc’hant. Diskaret oa, ive, ar c’hleier deuz an touriou. Lidou an iliz n’oant mui na koant na brao. Mez re oa c’hoas. Red oa ho c’has da netra.

Dija, d’ar c’huezek a vis du 1792, Cambon hen doa

goulennet tenna ho fae digant ar veleien ho doa touet.

  1. Tresvaux, p. 486.