Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —


Kalet e vije bet kaloun an den n’hen dije gouelet, neuze. An daou velek paour ho daouarn liammet a gerze etre ar zoudardet. Mamm an aotrou Causeur a boke d’he mab hag a vriate anezhan. — Awalc’h a jestou, randounen goz, eme eur zoudard en eur zistaga ganthi eur javedad.

Neuze e savas eur c’hoari all. Goazet Sant-Divy a en em lakeaz a dreuz an hent evit miret deuz ar zoudardet da vond larkoc’h. Mez ar re-ma ’zistagas taoliou sabren a gleiz hag a zeou hag a dremenas. Droug ennho, Sant-Divys a reaz kaeroc’h. Lammad a rejond dreist ar c’hleuziou, hag hed an hent deuz an daou (du e veinatent ar zoudardet. Heuillet ho doa anezho, er giz-ze, en tu all da Vipavaz. Mez kaer ho doa bet ober ho beleien oa bet treinet da brizoun Brest. Goudeze oant bet kaset da Gastel an Taro.



XXII


Lezennou divarn. — Ar veleien vad kondaonet d’ar maro. — Ar veleien fall dizenoret. Hanoiou nevez roet d’ar miziou, d’ar c’heariou. — Goueliou an Dekad. — Gouel ar Rezoun vad. — Daou gristen kalounek.


Kaër oa ober, beleien vad a jome atao, kuzet dre ar meaziou.

Pelloc’h evit o spounta hag ho lakaat da dec’het oa great d’an drivac’h a vis meurs al lezen-ma : « Kement belek, bet er parreziou hag a vo tapet, deuz ar re n’ho deuz ket touet, a vezo lakeat d’ar maro, a zindan peder heur var-n-ugent. » [1]. Evelkent prest goude oa lakeat na vije ket lazet ar re ho dije triugent vloas.

Mez al lezennou-ze oa evit ar veleien bet persoun pe

gure.

  1. Sciout. Pierre de la Gorce II, 322.