Dek devez, divezatoc’h, Plougerne, Tremenac’h, Guiniventer, Plouzeniel, Guisseny, Kerlouan, Kerniliz, Lanarvily, Sant-Fregan ha Sant-Servez a gasas kannadet, da Lesneven, da en em glevet gant ar jeneral evit kaout ar peoc’h. An emgleo oa great var bouez kement-ma : 1° Tud ar parreziou a roio ho fusuillou ; 2° A benn tri devez, an tenn a vo savet ; 3° ar parreziou a baeo an oll dispignou, great evit kas soudardet a eneb d’hezo ; 4° Pep parrez a roio da gomiserien ar c’houarnamant, hano ar re a zo bet e penn ar freuz ; 5° ar c’hleier a vezo diskennet deuz an touriou ; 6° pep parrez a roio pevar den, e guestl.
Ar re oa bet e penn ar freuz hag oa bet tapet, oa kastizet, en eur fesoun skrijus. Eul lezen great d’an naontek a vis meurs a lakea e vije kondaonet d’ar maro, kement hini a vije kavet armet eneb ar vro. Ervez al lezen-ze, oant oll barnet.
« D’an dregont a vis meurs, komiserien ar c’houarnamant a skrive deuz Kastel, da zirectoire an departamant : N’hon deuz gillotin ebet ama, nag e Montroulez. Goulskoude, e ve mad dibenna, er c’harter, unan benag evit spounta ar re all. E Lesneven e zo eur c’hillotin. Ne goustfe ket ker digas anezhi beteg ama. »
An tribunal kriminel a ieaz da Vrest, da Blabennec, da Lesneven, da Gastel ha da Vontroulez. Eur c’hillotin oa deuz he heul ha soudardet ive. Kerkent ha ma vije barnet an dud, ar pennou a vije troc’het.
Er giz-ze, oa lakeat d’ar maro, d’ar bevar a vis ebrel, Jean Pedel, hostiz er Relecq, ha d’ar bemp, François Guiavarc’h, labourer douar deuz Kerroz e Guipavas. — D’an nao deuz ar memez mis, da c’huec’h heur deuz an noz, oa barnet e Brest, an aotrou Barbier, mear Guitalmeze : dioc’h-tu oa dibennet. — Divezatoc’h, d’an dri var-n-ugent, oa lakeat d’ar maro, e Lesneven, Jean Prigent mear Guitevede.
Ar parreziou ho doa bet guall sommou da baea. N’oa lezet gantho nemet peder heur var-n-ugent evit rei ho arc’hant. Setu ama ar goumpt merket evit pephini :
Plougerne ha Tremenac’h, uneg mil lur ;
Guiniventer, nao mil lur ;