Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —

var ar pez a damaller d’in. Pedi a ran Doue da jom eb katiza Bro-C’hall abalamour d’am maro. »

An dud a gommanse skrija. Santerre hen doa mil aon na deujent da c’houlen buez evit ar Roue. Lakaat a reaz an taboulinou da roul. Ha mui, neuze, n’oa klevet mouez Louis XVI.

Tri bourreo a dosteaz, kerkent, evit diviska ar Roue. Horta a reaz anezho hag ec’h en em ziviskas he unan.

Ar vourrevien a fellaz d’hezo liamma he zaouarn. — Biken, a lavaras. — Eo, eme he dad kovesour : Jesus ive a zo bet liammet. — Ah ! ia, guir eo. » Hag en eur zevel he zaoulagad varzu an Env, e roaz he zaouarn evit ma vijent staget adrenv he gein.

Kerkent, oa astennet var ar planken. Kountel ar c’hillotin a guezas ; penn ar Roue a ruillaz ha tud Paris a griaz leiz ho chornaillen : « Bevet ar Republik ! » (21 janvier 1793).

Pa deuaz da Vrest ar c’helou deuz maro Louis XVI, an dud oll oa sebezet. Var kalz tiez oa sarret kloz ar stalafou. Lavaret ho pije great oa ar gear oll e glac’har. Brestis ho doa an esperans, atao, da velet tenna he c’halloud digant ar Roue mez oll e kavent oa kalz beza he lakeat d’ar maro !


XIX


Paotred ar Menez hag ar Girondined. — Gouarnourien ar Finistere en em zav a eneb ar Gonvansion. — Oll int taolet er prizoun. — Landerne kear benn an Departamant.


Lampounet Paris, abaoue pell amzer, a gase an traou en dro, e Bro-C’hall. Lakaat a reant, ervez hon deuz guelet, kannadet al Legislative d’ober al lezennou a garient. Dalc’hmad, er Gambr a vije kelc’het gantho.