Mad, eme ar Roue, Doue hen doa roet d’in ar rouantelez. N’oun ket bet eurus ganthi. Va sujidi a lamm divar va fenn va c’hurunen a roue. Ma velan Bro-C’hall eürus, nen em glemmin tam. »
Prest goude oa lammet diganthan he gleze hag he grunen. Kaset oa da eun douribel all, pell diouz he c’roeg ha deuz he vugale. N’oa mui lezet, ganthan, na lev, na liou, na paper.
Goulskoude, tud a galoun a eseaz tenna ar Roue deuz he Irizoun. Mez na c’heljond ket dond a benn deuz ho zaol. Hagar Roue oa muioc’h diouallet abalamour da-ze.
En memez mare, ar broiou all a reaz brezel da Vro-C’hall.
Ouspenn-ze, ar veleien vad, kuzet er vro, a zarmone, goasoc’h goaz, eneb al lezennou fall. Arc’hant paper oa bet great. Mez an dud n’ho doa tam fizians er paper-ze hag a guze ho hed kentoc’h eget he gas d’ar marc’hada Ar beac’h deuz an traou-ze oll, a gueze var Louis XVI.
Robespierre a c’houlennas ma vije lakeat d’ar maro, dioc’h-tu. « Ar roue, a lavare, a rank mervel, mar ho peuz c’hoant e chomfe beo hor bro ! »
Evelkent, n’oa ket lakeat d’ar maro, en devez-ze. Da genta oa great, varnhan, eul lastez barnedigez. Mear Paris, Cambon, a ieaz da gerc’hat anezhan d’ar Gonvansion. En em zifen a reaz he unan. Tamallet da veza lakeat goad tud Bro-C’hall da redek, e lavaras : — « Nann, kement-se n’eo ket guir. »
Daou alvokat a gemeras ar garg d’hen difenn. Unan anezho a reat Malesherbe anezhan. Mond a reaz d’ar prizoun d’en em glevet gant ar Roue. En eur ziguezou n’oa ket kredet he furcha. — « Tremenit, oa lavaret d’hezan, rag c’houi ’zo eun den honest. Na gasfoc’h ket sur, d’ar roue netra evit en em laza. » — « Ar Roue, eme Malhesherbe, n’eo ket eur paian. Feiz hen deuz hag he feiz a zifenn outhan en em laza.
Pa deuaz deiz ar varnedigez e kavaz c’hoaz eun difennour var behini na elle ket kounta. De Lanjuinais, hag