Lannurien, jesuist, Montroulez ;
Mevel, belek, Plouneour-Lanvern ;
Guillou, persoun Mellac ;
Forget, belek deuz Kemperle ;
Marchand, persoun Camelet ;
Kernilis, deuz Landudec ;
Masson, deuz Brest ;
Boezedan, deuz Baye ;
Lanlay, deuz Plouian ;
David, persoun Quilliou ;
Hourmant, kure Tremeoc ;
Du Laurent, vikel-vras.
Mez an niver deuz ar brizounerien, e Kerlot, ne zaleaz ket da greski. Rag, da vis eost ar gouarnamant hag an Departamant, ive, ho doa great eul lezen evit merka ma zafe ar veleien ampart er meaz deuz ar vro ha ma teufe, anezho ho unan d’ar prizoun, ar re goz hag ar re vac’hagnet. Hag e teuent, hini da hini.
An amzer, kerkoulz, a deue da veza muioc’h mui amjest. Ar veleien vad, e leac’hennou, ne ellent mui beva.
Setu ama, eul lizer deuz ar muia glac’harus, skrivet en amzeriou-ze, d’an Departamant gant an aotrou Philippe Jacob, persoun Laz : Eul lezen, a lavare, a bermette d’ar veleien, a c’hourc’hemenne d’hezo, zoken, chom en ho farreziou beteg ma teuje eun all, en ho leac’h. District Montroulez, hag a dlie pe va faea pe lakaat eur belek all em farrez, a zigase dalc’hmad, soudardet da laerez va zi. An Departamant, ive, a lavaras d’in chom em farrez, beteg ma vije digaset eur persoun all. Chomet oun. Mez, morse, n’oun bet paet. Ne m’oa mui grinsen da veva. Eat oun, neuze, da di va zud, eur c’hart leo deuz va farrez. Eno, ken nebeud, ne m’oa ket a vara. Va foaniou a greske, ive, hag e meuz skrivet da eur c’hamarad deuz ar C’hastel-Nevez, evit lavaret d’hezan digas an archerien d’am c’herc’hat. Hirio, emaoun er prizoun e Kemper,
goulen a raan beza kaset da Gerlot. » [1].
- ↑ Documents II. 132.