Mez evel ma oa kalz o tifen ar madou-ze e lakajond gortoz divezatoc’h.
Divar neuze, avad, ar Gannadet oa eneb ar veleien en Assemblée nationale, a lakeaz tud fall Paris ha Versailles da ober hu varnho ha var ar re oa troet gantho. D’an devez merket evit voti al lezen, an dud fall, kelc’het gantho ar Gambr hag edo ennhi ar Gannadet o labouret, a grie goasoc’h-goas. Meur a hini na gredjond ket mond da voti. Hag er giz-ze oa gellet dougen pelloc’h, al lezen a lakea etre daouarn ar c’houarnamant madou an ilizou. (daou a vis du 1789).
Mez goasoc’h oa da ziguezout.
Ar venac’h hag al leanezet eo bleuniou an iliz. Beza e zint, er memez amzer, eun harp deuz ar guella evit ar Relijion. Hogen, d’ar seitek a viz kerdu 1789, eur c’hannad, Treilhard he hano, hen doa lavaret diskar an oll kouentchou. « Ar c’houentchou, emezhan, a zo prizoniou. N’euz ennho manac’h na seurez ha na garfe dond a nevez er bed. Mez sklavourien int deuz ar veuiou ho deuz great. » [1]
Ar malheurus ! n’e guie ket ne der da vanac’h pe da leanez nemet evit gellout kerzet eurusoc’h var hent ar vuez ha tizout eunoc’h ar baradoz.
Ar Gannaded fall a gendalc’has da grial eneb veuiou ar venac’h hag al leanezet. Ha d’an trizek a vis c’huevrer 1790, an « Assemblée nationale » a reaz eul lezen evit kas d’an traon an oll gouentchou.
D’an ugent a vis meurz Treilhard a lakeaz voti e vije great an invantour er c’houentchou goazet gant ar c’honseil munisipal. Ouspen-ze, ar c’honseil munisipal oa karget da c’houlen digant pep manac’h he oad ha da c’houlen diganthan, ive, petra ’gave ar guella, chom er gouent pe mond er meaz.
Dre Vro-C’hall a bez, dorojou ar c’houentchou a oa digoret. En eskobti Kemper, hag eleac’h all, ive, kalzik menac’h a ieaz er bed.
Kerkoulz, an « Assemblée nationale », d’an ugent a
- ↑ Sicut. Constit. civile du Clergé.