Ar c’hlenved oa a veac’h echu, pa deuaz da Vrest beleien eskobti Nevers. Pemzek ha triugent oant pa ho doa kuiteat ho bro. Ar gouarnamant ho c’haseda Gayenne. Mez kement a boan oa bet great d’hezo, ma n’oa ken nemet pemp var-n-ugent pa ziguezjont e Brest. Ar re all oa maro. Hag etouez ar pemp var-n-ugent a jome, varnez pell, ken stard hag ar c’houentchou merc’hed, c’huezek oa ker klanv, ma lakeaz ar vidisinet ho c’has, raktal, da hospital Brest.
Kement-se oa bet — en despet d’ar c’houmoul oa var an amzer, — evel eur bann eol, e buez ar seurezet. Da viana, elec’h ar sikouriou a roent da gorfou ar veleien, e resevent digantho frealzidigez, evit ho eneou.
Mez siouas ! pa oant pareet, meur a hini anezho a ieaz dirag an tribunal « revolusionnaire » hag oa kondaonet d’ar maro…
Pelloc’h, Robespierre a deuaz da veza guillotinet hag he varo a zaveteaz ar re all. Er bloavez 1795, oant lezet da vond kuit. Ne jome mui dioutho nemet en dek benag.
Koulskoude, an amzer a vellea bemdez. Ar seurezet a laoskeaz, ive, varnho. An Tad Duchesne a deuaz, adarre, da veza ho aumônier. Mez ne gemerfond ho guiskamant nemet er bloavez 1799.
Kouent ar seurezed gris ha kouent an Ursulinezed, e Landerne. — E Landerne ar seurezet gris ho doa eur eur gouent. O veza nac’het toui sentidigez d’al lezennou fall e oant taolet er meaz. — An Ursulinezed oa roet d’hezo tri devez evit mond kuit. Tremenet an tri devez, edor o vond d’ho zeuler var ar ru. Hag anezho ho unan e kimiadond deuz ho c’houent, en eur lenva.
Kouent an Ursulinezed e Lesneven. — Konsaillerien district Lesneven a falveaz gantho derc’hel al leanezet, en ho c’hear.