— Eul lezen nul, aotrou ; ni hon deuz great vœu da jom, ama, da vervel, a respountaz ar superiorez.
— En hano lezen ar vro, eme ar mear, digorit an nor-ze. Hag e tiskueze an nor gant he vis.
— Doue, aotrou mear, a zo hueloc’h eget ar vro, hag en hano Doue eo sarret an nor-ze ; ha sarret e chomo,
— Mad, neuze, e vo torret.
— C’hui rei evel a garfoc’h.
Ar zoudardet a gommans distaga taoliou bouc’hal.
Ar seurezet a ieaz var ho daoulin da gana « ar miserere ».
An nor oa freuzet. Ar zoudardet a lammaz er gouent.
— Seurezet, emezho, hastit lavaret d’eomp ar pez a zo da bep hini ac’hanoc’h : an traou all a zo d’ar c’houarnamant.
— Oh ! ama, emezho, an oll draou a zo da Zoue ha d’ar beorien.
— Mez, oc’h arreubeuri ?
— N’hon deuz nemet hor c’hroaz hag hor chapeled.
— Ho kueleou ?
— Kasit hi ganeoc’h. Ni gousko, laouen, var an douar.
— Ho leor pedennou ?
— Gouzout a reomp anezho a zindan envor. Skrivet int en hor spered hag en hor c’haloun.
Allô ! Awalc’h, eme ar mear, kasit ganeoc’h ar pez a zo, a lavaras, d’ar zoudardet.
Ar re-ma, a lammas er c’hamjou. Kement ho doa gellet da zastum a oa taolet e kirri. Pa oa karget oll oa lavaret d’ar seurezet sevel var ar c’hirri, ive. Neuze, en eur zellet, ar vech diveza, deuz al leac’h ma ho doa bevet ennhan ken didrous, meur a hini en em daolas da lenva. Ar mobilier oa lezet en ti kear. Mez inthi oa kaset d’ar prizoun da Gemper. [1].
Kouent an Ursulinezed e Kemperle. — Kouent an Ursulinezed,
e Kemperle, a ioa uz kear, en eul leac’h deuz
- ↑ Souvestre, Souvenirs d’un Bas-Breton I. 207.