Mez abaoue eur pennad, ar ministr, Necker, n’e guie kalz penaos sevel an arc’hant hen doa izom. An taillou koz oa bet diskaret. Ne oa tam sounjet lakaat re all en ho leac’h. Ar c’houarnamant n’hen doa guennek.
Ha kannadet an « Assemblée nationale » da ober eul lezen evit merka d’an dud, rei er bloaz-ze, ar bederved deuz ho leve d’ar gouarnamant.
An dra-ze oa d’ar bevar var-n-ugent a vengolo. Daou zevez, goude, oa goulennet arrebeuri aour hag arc’hant an ilizou, hag eskob Paris, gant aon guelet ho c’hemer en despet d’ho ferchen, a ginnigas anezho, dioc’htu. Lakeat oa c’hoaz goude, ma teuje peb tiegez da rei an traou aour hag arc’hant a ioa ennhan. Dond a reaz forzik loaiou, fourcheteziou, bizaouedou. Mez an toul na stanke ket : chom a rea, atao, ar ministr dindan ar beac’h : ne c’helle ket paea dre ma zea.
Neuze, oa lakeat e c’helle ar gouarnamant, kemeret e prest, tregont million, kinniget oa trivac’h real dre gant, d’ar re a roje arc’hant. Mez koulz lavaret den n’hen doa fians er gouarnamant. A veac’h ma kavas daou villioun.
Hag an oll a zounje na ellet dirouestla ar guden nemet en eur gemeret madou an iliz.
En Assemblée Nationale oa tud dizakr, tud eb kreden. Beza oa, ive, alvokadet. Da genta, koulskoude, den na grede lavaret ger.
Hag oa guelet eun eskob o sevel er gador-brezek. Lavaret a reaz, da genta, ar pez hen doa great ar c’houarnamant evit kaout arc’hant. « Kement-se, emezhan, ne d’eo talvezet da netra ». Ha var digare kozeal goudeze, divar benn pinvidigez hor bro ha guelet e peleac’h frega evit kaout ar soum a ioa ezoum, e teuaz da lavaret eur ger divar benn danvez an ilizou. Ar c’houarnamant, emezhan, a c’helfe kemer ar madou-ze, gant ma roio pae d’ar veleien ha ma lakeio ober ar pedennou merket.
O velet eun eskob oc’h ober eur seurt kinnig, an dud fall oa en Assemblée nationale a dride ho c’haloun gant joa. D’an drizek a vis here, e c’houlennent voti, dioc’htu, al lezen evit lakaat d’ar c’houarnamant madou an ilizou.