Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —


Neuze, e zer da gaout an demezel de Saint-Luc, d’he c’hambr. — Ne fell d’in, tam, senti ouz lezennou fall ar c’houarnamant, a lavaras, ha pa rankfen mervel.

En devez varlerc’h, oant taolet er meaz deuz ho c’houent.

Seurezet Sant Thomas, karget deuz an hospital bras hag ar seurezet guen pe seurezet ar Spered Santel, a zerviche ar re glanv paour deuz kear Gemper, a oa kaset kuit er memez deveziou. Oll, ive, ho doa nac’het trei gant ar c’houarnamant.

Kouent Keraez. — Er gouent-se oa Ursulinezed. Eun devez ma oat o lakaat anezho da sina evit lavaret e nac’hent mond kuit, eun ofiser munisipal a lavaraz da eur seurez n’oa mui a liou. — Oh ! mad, emezhi, me a sino ar memez tra ; me ’m euz goad em goazied ! me a sino gant va goad !

Al leanezed-ze oa karet kalz e Keraez. Soagna ha maga ’reant ar beorien. Ha pa deue komiser an district d’ar gouent, e ranke, bep guech, treuzi dre eur vandenn peorien ha labourerien hag a venne lammat varnezhan. Pelloc’h, ar c’homiser a deuaz d’ar gouent, gant pevar c’hant soudard, hag a c’houlennas ar superiorez.

Kaset oa d’ar gambr eleac’h ma vije ar seurezed, ο kozeal gant ar re a deue d’ho guelet. Pa ziguezaz, e velaz en tu all da eur c’hril houarn, oll seurezet ar gouent. Rok an tam anezhan, e lavaraz d’hezo raktal :

— Pell awalc’h ’zo, sitoyanezed, ma c’heder ac’hanoc’h da doui ha da zenti ouz ar c’houarnamant. P’e guir ne fell ket deoc’h plega, al lezen a c’hourc’hemen mond kuit.