Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —

Pedi a rea d’he lezel da vervel en he c’houent. Pevar zoudard a grogas ennhi hag hen taolaz var ar ru.

Neuze, e zajond da gouent Kerlot.

Taolet, a nevez, er meaz, tri devez goude, e zajond da c’houlen digor, digant leanezet all.

E mis gouere, divezatoc’h, oa freuzet mogeriou kouent Santez Katel, deuz kostez ar blasen. Vikeled-vras Expilly, rejentet ar Seminer hag oll revolusionerien Kemper a deuaz da ober pep hini he damm, deuz al labour-ze. [1].

Kouent Sant Beneat e Locmaria-Kemper. — Ar gouent-ze, savet e Locmaria, en navet kanvet, a zelle deuz kouent Sant Sulpis deuz Roazon. Ar superiorez a zouge an hano a Vam-priol (prieure) deuz kouent dukal ha royal, Locmaria ha Quiliou.

D’ar 16 a vis c’huevrer 1791, konsail munisipal Locmaria a deue da lavaret d’an 22 seurez oa eno, choaz eur superiorez, ervez al lezen. Oll e nac’hont hen ober. Hag an Departamant a en em gemer gantho evel ma hen devoa great gant ar seurezet all, a grennas d’hezo ho bevans.

Bloaz a dremenjont o veva, divar aluzennou a roe d’hezo, an dud vad oa e kear. Pelloc’h, poulzet gant ar

veleien ho doa da velet var ar gouent, e reont evel ho

  1. Ar gouent-se a zo bet beteg a nevez ’zo ar « prefecture ».