Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —

ugent a vis du 1791 : « An directoire hen deuz kavet etouez ar merc’het-ze, ken bresk ha ken dister da velet, kement a hardisegez hag a volontez da stourm eget etouez ar goazet ar muia troet eneb al lezennou nevez. »

Kerkoulz, setu ama, e berr gomzou, ar pez a dremenaz, e peb kouent.

Kouent Kerlot oa er barrez a hanver, hirio, Loc-Maria-Kemper. Ennhi oa seurezed deuz a urz Sant Bernard. Abadez pe superiorez ar Gouent a vije hanvet gant ar Roue hag ar Pab.

Pa deuaz ar Revolusion an abadez oa an itroun de Kergu, eur vaouez leun a feiz hag a galoun. D’an eiz a vis c’huevrer 1791, konsaillerien district Kemper a ieaz, Gerlot. Lavaret a reond d’ar seurezet e rankont, ervez al lezen, henvel en eur ober eleksionou, ho superiorez hag an hini he devezo da en em emmel deuz madou ar gouent, A hent all e rankint mond kuit.

— Ne fell ket d’eomp mond kuit, a lavaront : Ne fell ket d’eomp, ken nebeud, henvel hor superiorez ervez lezen ar c’houarnamant. Hag an abadez a respountaz :

« Beza oun superiorez keit ha ma chomin beo, hag ervez reolennou va c’houent e c’hellan choaz evel ma kirin, an hini, ama, he devezo d’en em emmel euz madou ar gouent. »

D’an daouzek a vis c’huevrer, oa kaset d’hezo, gant gouarnourien ar Finistere, eul lizer hag a lavare e vijent taolet kuit da fin ar mis ma na deujent ket da blega

D’al lizer ar seurezet a respountaz : « Nag an harlu nag ar maro na ell hon lakaat da nac’h senti deuz ar Pab. Hag abalamour da ze, hon deuz lakeat, en hor penn,