Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —

Vernon, deuz Kemperle. An tri diveza oa jesuisted. [1].

Ar re ho doa gourc’hemennet laza ar veleien e Paris, a gasas dioc’h-tu, tud deuz ho dorn dre gement korn oa dre ar vro, evit teuler spouroun e kalonou an oll ha miret ma na deufet da grial eneb al lac’herez-ze.

D’ar Finistere oa bet digaset Royou ha Jézégabel. Mez ar re a c’houarne an Departamant a lakeaz kregi e Royou hag a viras outhan d’ober netra. [2].

Pemzek devez, goude, oa echu he zro gant an Assemblee Legislative. Beuzi a rea er goad.

D’ar c’huec’h var-n-ugent a vengolo, oa dibabet ar Gannadet nevez. Falloc’h oant c’hoaz eget ar re oa bet en ho ’raog. Kemeret a rajond an hano a « Gonvention nationale ». Deuz ar Finistere n’oa belek ebet en Assemblee-ze, nemet Gomaire, vikel-vras Expilly.


XVI


Kouentchou ar Finistere da vare ar Revolusion
Penaoz oant bet diskaret.


Dre eskobti Kemper hag hini Leon, oa pemp kouent var-n-ugent benag evit ar merc’het. Unanou anezho, a droaz gant ar c’houarnamant evit ar pez a zelle divar benn choaz ar superiorez hag an hini en em temelle deuz madou ar gouent. Mez a hent all, hini na blegasi Ha konsail

jeneral an Departamant a skrive d’ar bemp var-n--

  1. Léopold de Charance : Nos Martyrs, 26.
  2. Le Vot, Brest pendant la terreur. 54.