Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

oa maro. Mez en ho leac’h oa bet digaset an aotronez : Le Masson, belek deuz Brest ; Le Sénéchal de Penanguer, persoun Gouesnou ; Antheil, persoun Guiclan ; Yves Lanrivinec, kapusin deuz Kemper ; Guerdon ha Lenormand, chaloniet-vikelet bras ; Levenez, kure Rosnoen ha Frogerai, belek a urz Sant Sulpice.

Diguezet e Kemper, oant kaset da gouent ar Retred. Eno, oa kamaraded all : an aotronez Kerdanet, kure Guelvaïn, en Edern ; Seznec ; Heliou, persoun Sant-Koulitz ; Gregoire Herve Le Guillou, manac’h ; René Le Borgne, persoun Goulc’han ; Salomon Kermarrec.

Er prizoun-ze, ar veleien oa brao awalc’h. Mez e kouent ar Retred edo, ive, an hospital. Soudardet klanv a deue d’i evit beza prederiet. Kueza ’reant jalous deuz ar veleien. Teuler a reant dismegans var ho stad ha var ho bleo guen. Pelloc’h e c’houlennond beza lojet eleac’h ma loje ar veleien.

An departamant a gargaz tri den da vond da velet penaoz edo an traou. An tri-ze oa Doucin, Expilly ha Dandin. Setu ama petra gavjont da lavaret dar c’huezek vis genver 1793 : « Eat omp d’an hospital. Guelet hon deuz gant poan, eo lojet fall ar zoudardet. — Guelet hon deuz ive, e ma ar veleien er c’hamjou kaera… Mad e ve, a gav d’eomp, kas ar veleien da gouent Sant Fransez, evel ma lavar an eskob… Mad e ve, ive, rei ar gueleou guella d’ar zoudardet klanv… Arabad lezel anezho da gozeal gant den ebet. »

Ar c’homzou-ze, a zo gantho, blas an eskob intru, Mez deuz ho c’hostez ar veleien oa kountant awalc’h da

vond da eul leac’h all. Hageant kaset da gouent Kerlot. [1].

  1. Documents II. 114.