Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —

pep hini en he frankis, ha me ’dreuzo laouen ar mor evit en em lakaat, etre ho taouarn, ha mond en ho leac’h d’ar prizoun. »

D’ar mare-ze ive, kalz parreziou a skrive d’an Departamant pe d’an district evit goulen rei d’hezo ho beleien. Evel-se a rea Kemper, Plouedern, Skrignac, Plogonnec, Bannalec ha re all. Berniou liziri, varnho, hano kement hini a guie sina er parreziou, a zigueze bemdez, e Kemper, evit an dra-ze. Gouarnourien ar Finistere n’ho lennent ket, zoken, peurliesa. Koulz lavaret belek ebet, n’oa lezet da vond kuit.

Parrez Skrignac a en em zavas. Mez e leac’h ar belek a c’houlenne oa kaset soudardet eneb d’hezi. Stourmadek oa bet el lanneier a zo etre Skrignac ha Berrien. Skrignakis n’ho doa ket a fusuillou hag a oa trec’het.

An oll draou-ze, koulskoude, a lakea meur a sounj da dremen e penn ar re oa o kas an departamant en dro. A nebeudou, e teujent eun tammik da habaskaat, kenver ar veleien oa dalc’het e Brest. E mis c’huevrer, oa permetet na oferen er prizoun. D’an unek a vis ebrel, oa lavaret d’ar brizounerien e c’hellent disken er porz hag er jardinou. Divezatoc’h, ho doa skrivet d’ar Roue evit kemen d’hezan e vije roet frankis d’ar veleien. « Mez, a lavarent, lezit ac’ha nomp d’ho derc’hel c’hoaz, eun tammik, er prizoun, beteg sul ar C’hasimodo, abalamour d’ar veleien ho deuz touet, da c’hellout, didrous, ober ar pask en ho farreziou.

Koulskoude, an Assemblee Legislative a en em emellaz deuz al lizer skrivet d’hezi, e mis du 1791, gant departamant ar Finistere, evit goulen kas ar veleien d’an harlu. Kalz tabut oa etre ar Gannaded divar benn kement-se. Hag evit lakaat dougen eneb ar veleien al lezennou ar skrijusa, e vije kountet geier eleiz divar ho fenn.