Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

a reaz d’hezo tec’het. Mez, en deiz varlerc’h, oa kaset var ar barrez-ze, seis ugent soudard ha daou bez kanol. Unek den oa digaset d’ar prizoun.

D’an drizek a vis genver 1792, district Montroulez a lakeaz kregi en aotrou Guy Cras oa o chom e ti ar Bonnel, cloc’her e Sant-Thegonnec. Konsail munisipal ar barrez a ieaz en egar hag a c’hoanteaz kaout, en dro, ar belek mad. Nan a respountaz district Montroulez, ar belek-ze a jach var he lerc’h an tri c’hart deuz ar barrez.

Eur miz benag goude, d’an dek a vis c’huevrer, pevar archer a ziskennaz da hanter nozeti ar persoun intru. Goulen a reont diganthan, penaoz en em gemer evit kregi en aotronez Drolach ha Rolland. Ne da ket ar boan deoc’h mond d’ho c’hlask, a respountaz ar belek fall. N’ho c’hafot ket, rag, morse, na gouskont diou nosvez er memez ti. Guella ’ve, eo gortoz anezho a zindan an tour. Da c’huec’h heur, e lavarout an oferen, bemdez.

Da c’huec’h heur, e guirionez, oa tintet ar c’hloc’h. Tud eleiz a ziguezas. An aotrou Rolland a lavaras an oferen. An archerien a ieaz d’an iliz. En eur ho guelet, eur vaouez a lammaz gant korden ar c’hloc’h da ober soun an tan gwal. Eun archer a fellaz d’hezan, miret outhi da sini. Mez gwal laoniet oa ganthi. Dija he doa lakeat korden ar c’hloc’h, en dro d’he zivreac’h ha d’he zivesker, pa ziguezaz, eurusamant evinthan, eun archer all d’hen diluia.

Pelloc’h, e tiguezaz ar mear, Bernard Breton. — E peleac’h, a lavaras d’an archerien, e ma ar paperiou hag a ziskuez ho peuz guir da zond ama, da gerc’hat beleien. — Hor paperiou a zo ganeomp, eme an archerien. — Allo, mad. Mez guelet a rit e zo diguezet eur bern tud. Ne elfac’h, hirio, ober netra. Hag an archerien a rankas mond kuit.

En devez varlerc’h, mear Sant-Thegonnec a lavare da zistrict Montroulez ec’h en em garge he unan da glask ar veleien n’ho doa ket touet : ar pez sur, n’edo ket en he sounj. Hag er memez amzer ar c’honsail munisipal a rea d’an district ar gentel-ma : « Ne ouzomp ket abalamour da betra e virit our an dud da heuil ho c’hous-