Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —


E kant leac’h all, e c’hoarveze ar memez tra. Dalc’h mad e teue klemmou da gaout an Departamant.

Konsail jeneral ar Finistère en em gavaz e Kemper, d’an drivac’h a vis du. Diochtu ec’h en em lakeaz na petra ta, d’en em emmel deuz ar veleien na douent ket. Hag e lakeaz skriva eul lizer d’an Assemblee legislative, evit goulen diganthi ma elfe ar re ’zo o c’houarn eun departamant, kas d’ar broiou pell, ar veleien n’ho deuz ket touet. « Arabat kredi, a lavare al lizer-ze, e ve ar veleien a en em ziskuez eo a ve o lakaat freus er parreziou. Nan. Enebourien goasa al lezennou eo ar re en em guz a zindan mantel ar relijion, a ia er gador-govez, a ia er gador-zarmoun hag a lavar d’an dud aonik eo ar veleien ho deuz touet enebourien d’ar feiz. Kredit ac’hanomp, an drouk great, dija, a zo eb muzul…

» Ar penn abek deuz an dizurchou, a zo brema, er vro, eo bet al lezen he deuz digoret ar prizoniou. Lakeat hon doa, ennho, ar veleien n’ho doa ket touet, hag ar peoc’h a deue nebeud da nebeud, hag an dud ’en em voaze, tammik ha tammik deuz ar veleien ho doa pleget d’al lezennou…

» Evit brema, ar pez a ve guella da ober, eo farda eul lezen hag a lezfe gant an Departamant, ar c’halloud da gas d’an harlu ar veleien n’ho devezo ket touet, ma lakeont freuz en eun tu benag. » [1].

Koulskoude, evit ar mare, oa ouspen ar veleien vad oc’h ober enkrez da c’houarnamant ar Finistère.

District Brest a skrive d’an departamant d’an drizek a vis du : « Emaomp o kas paper ar c’hontribusionou. Aon hon deuz na zavfe ravolt, pa velo an dud ar c’hem a zo etre ar pez ho deuz da baea, brema, hag ar pez a baent araog. Evit ober mad, a gav d’eomp, e ve red lakaat, e pep kanton, kant hanter-kant pe daou-c’hant soudard.

Eun devez benag goude, district Brest a skrive c’hoaz :

« Eskob Leon hen deuz digaset da veleien ar parreziou,

  1. Documents II. p. 54. Tresvaux I. 226.