Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —



Koulskoude, Expilly a gave diez awalc’h abaoue ma ca digoret ar prizoun var ar veleien vad. Karet hen dije na vije bet en he eskobti, nemet beleien deuz he zorn.

Mez ne oa ket pell, hen doa, adarre, tro da zestum ar re a zisplije d’hezan. A veac’h ma oant diguezet en ho farreziou, an oll, evel diagent, a rede var ho lerc’h. Hag ar veleien touerien, dre voarizi, en em lakeaz da flata, goasoc’h eget biskoaz.

Ar c’henta oa Bazil, persoun Plouguin. Skriva ’rea da zistrict Brest, d’ar seiz var-n-ugent a vis here 1791. « Ar mear a zo deuet da c’houler diganhen alc’huez an armel a zo ennhi ar c’haliriou. Lavaret hen deuz d’in, n’em bezo mui an alc’huez-ze. Lezet e vezo, brema, etre daouarn prokureur ar gommun. Ar prokureur hen dezo ouspenn alc’huez ar sakrateri hag unan deuz alc’hueziou an iliz. A balamour da betra ? Abalamour d’ar veleien n’ho deuz ket touet, difouchet deuz ho zoul kuz, abaoue disadorn. Brema e c’hellont, adarre, mond eleac’h ma karont ha kas d’ho heul n’euz forz piou, lavaret an oferen, konsakri, rei ar gommunion… Karout a rafen guelet ar veleien n’ho deuz ket touet o c’houlen diganen lavaret an oferen ; karout a rafen kaout em dourn, alc’huez armel ar c’haliriou… Ma na eller ket, en eur fesoun pe fesoun, teuler ar mear d’an traon, d’an eleksionou kenta, ne vezo, morse, ama, urz na polis ebet. » [1].

Thomas, intru Landunvez a lavare ar memez tra, da zistrict Brest, d’ar 24 a c’henver. « C’hoant em oa, emezhan, da veza mignoun d’ar veleien ha n’ho deuz ket touet. Mez ne ellan mui. Terri a reont, bemdez, lezennou ar vro ha dizrei a reont an dud deuz ar veleien a zo pleget d’al lezennou-ze… Diskuil a raan deoc’h, ive, Salaun, mear Landunvez. Nac’het a meuz d’an aotrou Le Hir, chaloni deuz Kerzent-Tremazan, badezi d’hezan he grouadur. Rag beza e zeo enebour touet d’al lezennou : he c’hroeg hen deuz kaset da Borspoder da c’henel he bugel. En han’ Doue,

taolit mear Landunvez e Kastel Brest. ».

  1. Documents, p. 10.