Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

gant komzou elavar ho alvokadet [1].

An noblans hag ar veleien a enebaz da genta. Mez abarz pell, eun nebeud persounet a en em lakeaz a du gant ar bobl. Ha d’ar seiz var-n-ugent a vis Even, an oll Gannadet a en em zastumas, assamez, hag a gemeras an hano « Assemblée Nationale. »



II


Labourou an Assemblée nationale. — Guiriou an noblans kaset da netra. — Madou an iliz laëret, al lezen eneb ar c’houentchou.


Etouez ar goulennou deuet deuz peb korn Bro-C’hall d’ar Gannadet, e-z oa kalz a eneb an noblans.

Lod noblansou, e guirionez, a zalc’he, stard, da viriou, avechou kalet, bet roet d’ho zudou koz, en amzer guechall.

An iliz hag ar c’houentchou a rea, aliez, ar memez tra.

Ouspen-ze, an noblans hag an iliz, var bouez eur millionou benag roet d’ar gouarnamant, n’ho doa da baea nemet nebeut taillou. Al loden vrasa deuz ar c’hargou a gueze var ar vourc’hizien hag al labourerien. Hag ar re ma a c’houlenne beza dizamet [2].

D’ar goulen-ze, e zea da veza sevenet abarz pell. Rak an traou, er vro, a iea var ho c’hement all. Ar Barizianed ho doa kemeret ha dismantret ar Bastill, eur c’hastel koz hag oa deuet da veza eur prizoun, e kear Paris.

An dud divar ar meaz a lavare : Pe guir ar Barizianed ha dieuz taolet d’an traon ho c’hastel, ni a

  1. Sicut. Constitution civile du Clergé.
  2. P. de la Gorce : hist. relig. de la Révolution p. 6, p. 12.