Pajenn:Instructioneu devot ha Choèj a histoérieu eid en dud youank a ziar er Mæzeu.djvu/25

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II — voul en dibarfaetan croaidur e fehé boul cavet. Uu hoari en tennas d’un aral; un divertis-semant sod d’un aral sottoh hoah : anfin, a folleah de folleah, a zisordr de zisordr, é arihuas èl-cé bet er vorden ag en abim, ha n’en dé meit dorn en Eutru Doué e baras doh-t-hou a gouéh abarh. N’en dé meit dré ur miracl bras a hraes Doué en hum gonver-tissas, bag é tas de vout ur Sant admirabl. Rèflexion. Sellet, tud youank, de béh maleurieu ha de béh disordreu é slleij ur sperèd diavisha digampeut Én-hai écoué-hehet ma ne zihoallet doh en teich naturel e hoès d’en hoarieu ha d’en divertis-semanteu fol. CHAPISTR IV. AG ER MODEU HAG ER HUSTUHEU FAL. Dihoallet, e laré sant Paul d’er bobl a Rom, dihoallet a héü modeu ha custumeu fal er bed. Rom. 12. Mar güélet er réral é hobér droug, ne gueméret jamaes scùir ar nehai, emé er Sperèd-Santel. Exod. 23. Dén erbet ne hellou plijein de zeu vacstr, emé hur Salvér, d’er bed ha de Zoué. Luc. 6. — 12 —