Pajenn:Instructioneu devot ha Choèj a histoérieu eid en dud youank a ziar er Mæzeu.djvu/214

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

200 — chervij 3’alumein un tan bras, hag e zou capabl de losquein er brassan foresteu. Un taul léad e zou haval doh ur (lém lan a velim hag a bussun. D’en ihuern, haval-vehé, é ha en téadeu fal de drampein ha d’ampouisonein ou armaj! Jac. 3. •Téad er serpant en doé lorbet lia colïet Èv, ha téad Èv, én ur gueniguein er fréhen a varhue d’hur lietan tad, e ras d’Adam ha d’é ligné en taul ag er marhue. 0 téad lous ha méhus! guet a dud youank e hès-té discaret ér palfond ag en ihuern! 0 téad maliciüs! nag a huéh é hès-té armet er brér énep d’er brér, en hoér énep d’en hoér, er prièd énep d’er prièd, er mab énep d’en tad, hag ur verh énep d’er vam!* Nag a huéh é hès-té huéhet hag alumet en tan ag er golér é calon mab-dèn, hag en douguet de laquat goaid é vrér hag é ami de ridêc! Guet a dud vad hag honest é hès-té laqueit idan en treidt Guet a ineaneu crechén e hès-té douguet de droein cain de Jesus ha d’é lézen! N’achihuehen quet pe gonzehen amen a ol en droug e hès groeit a houdé péhèd hur hetan tad, m’hum goutantou de larèl a han-as : te zou ur vamen a fallanté hag a valeur. Djgitized by (^.oogle —