Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
emgann kergidu

baz, emezhan d’an ozac’h ha d’an dud-all. Te, Pipi, sao gant Turk ha ganen-me beteg dor ar c’halatrez ; eno e chommi ; m’am euz beac’h e teui d’am zikour.

— Beac’h a pezo zur, eme Pipi, rak piou a c’helfe harpa ouc’h an diaoul ?

— Aman n’euz diaoul ebed, a gredan-me, eme ar martolod koz en eur heja he benn. Petra a glaskfe an diaoul e Kerbridou, el leac’h ma karer kement an Aoutrou Doue hag ar relijion, el leac’h ma roer boued ha golo d’ar veleien vad, en despet da Loull ar Bouc’h, persoun intru Plouaret ? Me a gredfe kentoc’h e ve eul laer pe eun torfedour bennag e ve. N’euz forz, red eo mont araok. Alo ! Turk, diouall mad ! Kis... kis... kis...

Hag ar martolod koz ober sin ar groaz, ha mont var eeun er c’halatrez, krog enn he vouc’hal, krog enn he gi.

An oll a grene er meaz ; ar c’hrek hag ar plac’h a ioa kouezet var bennou ho daoulin evit pedi Doue ; Pipi, e toull dor ar c’halatrez, a ioa varnezhan liou ar maro. Var c’hed edont euz eur goal-dra bennag.

Kenta tiz o deoue, oue klevet ar c’hi Turk oc’h harzal, evel pa viche kounnaret, hag ar martolod koz o krial a-bouez he benn :

— Piou a zo aze ? Respountit dioc’h-tu, pe me a laosk va c’hi varnoc’h, hag a faout d’ehoc’h ho penn, dre an hanter, evel eun irvinen, gant va zaol bouc’hal.

Den ne respounte.

Ar c’hi a skrabe hag a razaille goasoc’h-goaz : n’oat ket evit hen derc’hel. kement a gounnar a ioa ennhan.

— Eur veach c’hoaz, lavarit piou hoc’h, c’houi, an hini a zo eat da guzet aze etouez ar foenn.

Den ne respount adarre.

— Ne leverfot ket piou hoc’h ?... Goaz aze evidhoc’h. Turk, kis... kis... kis...

Ar c’hi a reaz eul lamm var ar foenn ; dioc’h ar c’houez e kavaz he zen ; diskenn a reaz varnezhan enn toull en doa great...

— Aï !... aï !... aï !... Galvit ho ki ! Me a lavaro d’ehoc’h piou ounn. Aï !... aï !... aï !...

— Lavarit ’ta buan, eme ar martolod, a ioa savet he vouc’hal ganthan en ear, prest da skei.

— Galvit ho ki ’ta ; krog eo em feskenn ! Aï !... aï !... aï !...