Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
emgann kergidu

— Eo, eo, mont, a ran da alumi ar goulou ; na rit droug ebed dign, me a zo eun den mad, am euz greg ha bugale.

Kerkent ha ma oue alumet ar goulou, penn eur vaouez a deuaz er meaz euz ar guele en eur grial var ar zakrist :

— Ac’hanta, lounker, sac’h ar guin, n’am boa-me ket lavaret did e reaz fall, e taonez da ene o tarempred Loull ar Bouc’h hag he ganfarted ? N’am boa-me ket lavaret did e teuche Doue, abred pe zivezad, da skuiza ganez, hag e rankchez, eun dervez bennag, renta kount euz da vuez diroll ? Mez ne zelaouez ket ac’hanon ; guell e kavez mont gand Loull ar Bouc’h hag he dud dizakret, rak ar re-ze a roe banneou, ne ket ’ta ? Ha te, ne c’houlennez ket a vell eget beza atao o kluka banneou. Petra rign-me var da lerc’h gand va fevar minorik ?

Goude an tamm sermoun-ze d’he goaz, e tistroaz ouc’h ar chouanted :

— C’houi a zo tud vad, her gouzout a ran, rak c’houi a zo o tifenn guiriou Doue hag oc’h ober brezel d’an dud fall. Oh ! enn hano Doue, espernit va fried ! Ne ket ker fall ha ma c’helfe sonjal d’ehoc’h. He vanneik a gaf mad, ha setu perag eo troet e kostez Loull ar Bouc’h a ro d’ezhan da eva kement ha ma kar, rag ar banneou-ze ne goustont netra ; ha pa ne vez ken ez eer da gerc’hat d’al leac’h ma’z euz. Mez pa vefe divar an dour, n’euz ket guelloc’h kristen egethan, rak neuze e lavar he bedennou ganen-me ha gand va bugale, evel ma oa ar c’hiz da ober araok ma oa deuet ar persoun intru da ober kement a freuz dre ar vro. Guelit va bugaligou o sellet ouzoc’h euz ho guele, aoun o deuz na zafe ho zad ganeoc’h. Oh ! enn hano Doue ar gristenien, na d-it ket da ober pevar minorik anezho.

— Bezet dinec’h, grek, eme ar chouant. Ni a oar piou eo ar penn-kaoz euz a gement drouk a ea em gaf dre ar vro gand an dud vad ; gouzout a reomp eo Loull ar Bouc’h eo.

— Ia, ia, eme ar c’hrek paour oc’h esa dizamma he fried ; hennez eo ar penn-kaoz euz an oll fallagriez a c’hoarvez e Plouaret.

— Abalamour da ze ive eo ar pez fall-ze ebken eo hor beuz c’hoant da gas er meaz euz hor bro. Poent eo d’ezhan mont da renta he gount da Zoue ; barr eo ar muzul euz he bec’hejou... skuilla a ra...

Deuet omp d’ho ti da gerc’hat ho pried da vont ganeomp da gear Loull ar Bouc’h ; n’en devezo netra da ober nemed