Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
emgann kergidu

c’hoat bandennou aoutrouien, e kar pe var varc’h, gantho kals chas, o tont da jaseal dre ar c’hoajou. Neuze ar manac’h, evel pa viche bet er gear, evel pa viche bet al leandi d’ezhan, a iea evel droug ennhan. Eun dervez zoken e lavaraz d’an daou baour a laboure er memez park ganthan, en eur glevet an tennou fuzil a dennet pe varlerc’h ar c’had pe varlerc’h al louarn :

— Daoust perag e teu an dud-se d’am direnka-me aman ? Daoust ha n’int ket evit lezer ac’hanoun da ober va labour, a oll va nerz, ha da bedi Doue a greiz va c’haloun ?

Marteze an tennou fuzil a denne ar chaseerien a zigase da sonj d’ezhan euz a verzerenti he genvreudeur.

Pa’z eant abiou d’ezhan e selle outho a gorn, evel pa viche droug ennhan, mez jamez ne lavare ger ebed ; hag ar chaseerien, euz ho c’hostez, a iea abiou d’ezhan eb lavaret netra, eb ober van ebed.

Ar blaveziou a ia enn dro, hag ar manac’h hor beuz guelet iaouank a zo deuet da veza guenn he benn ha torret he gorf. Eun dervez, var dro fin miz guengolo, e teuaz da darza, var gouent Sant-Aubin, eur barr-arne euz ar re vrasa. An avel a c’houeze ken na zivege ar guez dre ma’z ea ; ar glao a goueze evel pa vichet bet o taoler dour gand barazou, ar gurun a groze ken na grene an douar var he dreid koz. Ar manac’h, a ioa o lavaret he japeled e penn ar c’huz-eol euz al leandi, a ioa chommet en he za, pa velaz o tont varzu ennhan, da glask goudor ha disklao, daou aoutrou, unan iaouank hag unan koz.

— Bonjour d’ehoc’h, Aoutrou, eme an den iaouank, oc’h eja he zillad gleb. Brao eo kaout eun tamm disklao dre an amzer a ra. Ha c’houi o pefe ar vadelez d’hon digemer enn ho ti ken na vezo uzet ar barr-arne ?

— Ia, aoutrounez, chommit keit ha ma kerfot. Menec’h Sant-Aubin n’o deuz biskoaz gouezet dinac’h netra euz ar pez o doa d’an neb a c’houlenne.

— Bennoz d’ehoc’h, Aoutrou, eme adarre an hini iaouank. Hag hen azeza var eur skabel goat a ioa e kichenn ar prenestr ha da zellet ouc’h ar mogeriou kouezet, ouc’h an tiez distoet, ouc’h an iliz diskaret nemed ar pignoun tro ouc’h ar zao-heol. Chomm a rea sebezet o velet kement-all a draou brao eat da netra. Ne oue ket evit miret da c’houlen digant ar manac’h penaoz oa c’hoarvezet an traou-ze, rak an dud iaouank o deuz c’hoant da c’houzout pep tra.