Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
emgann kergidu

den ne lavare ger. A benn eur pennad, ar manac’h a lavaraz :

— Ra skuillo Doue he c’hrasou var an tiad tud vad-man ha var gement a raint ! Doue r’ho pinnigo, Job Karo, c’houi, ho krek Klaodina an Hir, ho pugale hag an daou zen honest a zo enn ho servich !

Var dro unnek heur e oue guelet o vont varzu leandi Sant-Aubin, Job Karo, eur beac’h kolo ganthan ouc’h he gein, hag eun den-all, guisket eveldhan, an tad manac’h eur bisac’h ganthan var he skoaz, eun dorz vara en eur penn hag eur c’halur da oferenna er penn-all.

Kaout e rejont leandi Sant-Aubin hanter-ziskaret ; evelato e oue eazet avoualac’h kaout eur c’hougn disc’hlao d’ar manac’h da astenn he guchenn golo. Ne gredan ket e c’helfe den kounta ar pez a iea dre galoun ha dre spered ar manac’h o sellet ouc’h mogeriou al leandi bolzennet, faoutet, hanter-gouezet, o sonjal enn he genvreudeur merzeriet. Mall en doa da veza he-unan evit gouela ha pedi enn he eaz var ho bez. Abalamour da ze e lavaraz da Job :

— Job, red eo d’eomp en em zispartia, rak poent eo d’ehoc’h distrei d’ar gear araok an noz. Na ankounac’hait ket manac’h Sant-Aubin, a zo dleour d’ehoc’h euz he vuez ; ha ma teufe klenved da goueza varnoc’h pe var unan-bennag euz ho tud, diouallit na deufac’h ket kerkent d’am c’hlask. Netra, nag ar republikaned gand ho zennou fuzil, nag ar maro ar c’hrisa, na viro ouzign da vont d’ho ti d’ho kuelet, da gemeret va lod enn ho poaniou ha da rei d’ehoc’h sakramanchou hor mamm zantel an Iliz.

P’edont o tispartia an eil diouc’h egile, daelou puill a rede euz ho daoulagad ho daou ; en em staget oant an eil ouc’h egile.

Ar manac’h a en em glevaz gant daou zen paour, a anaveze araok an dispac’h, hag a ioa o chomm var ribl ar c’hoat, evit labourat ho zri a-unan douar avoualac’h evit ho beva, hi hag ho zud. Epad ar blavez kenta, Job Karo ne vankaz ket eur veach epken da gas d’ar manac’h he dorz vara ha kement en doa izoum ; mez evit an eil blavez, ar manac’h a drugarekeaz Job, rak avoualac’h a draou en doa destumet evit beva beteg ar blavez varlerc’h.

Meur a vlavez a dremenaz, ha den ne deue da glask tregas ouc’h ar manac’h. Lezet e veze da labourat he damm douar er c’hiz ma kare, ha zoken da lavaret he ofern ha da c’hervel he amezeien da zont d’ezhi. Avechou e velet dre ar