Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/329

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
321
emgann kergidu

Paotred Plougasnou n’int ket bet, ha n’int ket atao zoken mezvierien ; evelato, ec’h efont ho banne ker c’houek ha pep hini ; ha mar kirit rei d’ezho da efa, ec’h evint d’ho krasou mad, evel a leveront, e leac’h lavaret d’ho iec’hed, kel laouen ha tra. D’ar mare-ze, kerkouls ha breman, araok dont euz a Vontroulez, e veze bep a vanne, ha goude-ze e teuet var eeun d’ar gear. Mez ouc’h an nevezinti e vez sell atao, pe e vezont mad, pe ne vezont ket. Abalamour da-ze calz anezho, o velet eur bod ilio ouc’h ti bian an Dour-Du, a lavare an eil d’egile :

— Sell, setu aman eun hostaleri nevez ; d-eomp da velet hag evach mad a zo enn-hi.

Ar Berthou a anavezaz raktal he dud. Guelet a reaz oa paotred Plougasnou paotred dioc’h-tu, paotred dijipot, paotred leal hag eeun an tamm anezho. Tud evel-se a ioa eaz suna ho arc’hant digant-ho, rak kredi a reant n’oa ket muioc’h a fallagriez er re-all eged enn-ho ho-unan. Abalamour da-ze, an hostiz nevez a en em lakeaz d’ho zenna d’he di bep tro ma tremenchent a-biou. Gand he gaochou brao, gand he gomzou flour, e teuaz a-benn euz he daol.

Abarz nemeur e oue guelet Plouganaouiz o tont d’ar gear, tommet mad d’ezho, mezo zoken aliez. Ar gragez, er gear, a glemme o velet ho zud oc’h en em gaout er stad-se euz ho marc’had, ha, dreist-oll, o velet pegement a zispign a veze great. Ar pez a c’hoarveze gand Plouganaouiz, a c’hoarveze gand Sant-Ianniz ; ar memez hent a reant en eur zont euz a Vontroulez, ar memez tra a c’hoarveze gant-ho ; ha kement a zrouk a ioa e gragez Sant-Iann-ar-Biz evel a ioa e re Plougasnou.

Ouc’hpenn an dra-ze c’hoaz : ar bek douar-ze a zo leun a vartoloded a rank dilezer ho bro evit mont, a-dreuz ar mor braz, er broiou a-bell, da c’hounit eun tamm bara d’ezho ha d’ho zud er gear. Betek neuze, p’en em gave eur martolod e Montroulez, e teue var eeun d’ar gear da zigas he arc’hant d’he c’hrek evit prena bara d’ar vugale. Mad, abaoue m’edo ar Berthou enn Dour-Du, ar vartoloded zoken a deue d’ar gear mezo hag ho arc’hant hanter-dispignet. Martoloded Perroz ha martoloded Terenez a ioa bet e meur a vro, o doa guelet tud a bep liou, o doa ranket tenna ho spillenn euz ar c’hoari e meur a leac’h, a oue zoken flemmet evel ar re-all.

Perak oa troet an traou er c’hiz-se ? Setu petra c’houlenne an oll.