Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/318

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
310
emgann kergidu

— Kenavezo, va bro baour ! Kenavezo, va zud keiz !

Hag en eur zellet ouc’h bourk Plouenan :

— Kenavezo va iliz parrez ! Enn-hoc’h oun bet badezet, enn-hoc’h em beuz great va fask kenta ! Kenavezo ive, Itroun-Varia a Gereloun ! Dirazoc’h em beuz pedet meur a veach ; na zilezit ket ho pugel, rak c’houi eo va mamm. Roit nerz d’am c’haloun da herzel ouc’h enebourien hor relijion, ha da vont d’ar maro evit-hi, mar d-eo red... Digorit d’ign dor ar Baradoz !

— Na choumomp ket evelse a-za da huvreal, eme ar c’habiten ; baleomp e-dillo.

Hag int-hi adarre enn hent.

Mar doa bet deac’h mantret Kastelliz o velet an Aoutrou Coarigou o tont e kear gand eur vandenn soudarded, oant mantretoc’h c’hoaz herrio o velet ar memez soudarded o tigas d’ar prizoun eur vaouez..., eur vaouez epken.

Dor ar prizoun a zigoraz adarre hag a zerras kerkent ha m’oa eat ebarz Anna ar Zant. Mez ho doa, me gred, ar zoudarded o veza bet kement-all o kerc’hat d’ar prizoun eur plac’h iaouank dinerz ha diskoazel.

Anna ne zaleaz ket e Kastel. A-benn eun nebeut dervesiou e oue kaset da Gemper gand an Aoutrou Gall, an Aoutrou Coarigou ha pemp pe c’houeac’h-all euz an dud vella a ioa er vro. E Quemper e ouent barnet ho zri d’ar maro ; ho zri ho deuz skuillet ho goad evit ho feiz, ho relijion hag ho Doue, e miz guengolo 1794.

N’eman ket em mennoz kounta d’ehoc’h ar pez ho deuz gouzanvet e prizoun Quemper da c’hedal mont d’ar maro ; traou re zoaniuz eo an traou-ze da gounta. N’em biche lavaret netra d’eoc’h ive-ta divar-benn prizoun Quemper, m’am biche gellet miret da gounta d’eoc’h ar pez a reaz eno daou zen koz araok mont d’ar maro.

Unan anezho oa an Aoutrou Riou, persoun Lababan. P’edot ouc’h he varn, ar barner braz, hen anaveze mad, rak er memez amzer hag er memez skol oant bet desket, a lavaraz d’ezhan :

— Aoutrou Riou, c’houi hoc’h euz tri-ugent vloaz, rak kosoc’h oc’h eged oun-me.

— Nann, eme ar belek, tri miz a vank d’ign.

Ar barner braz en doa c’hoant d’hen tenna er meaz ; mez an Aoutrou Riou ne falveze ket d’ezhan lavaret gevier. Ar re ho deveze tri-ugent vloaz achu, ne vezent ket barnet d’ar