Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/315

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
307
emgann kergidu

eur veach-all, n’euz ket tri miz abaoue, eur c’hamarad-all ha me, divoueded gand an naoun, hon deuz debret eun ebeul bloaz, poazet ganeomp kroc’hen hag all, evel ejenn Roazon.

— Goasoo’h goasa ez a gan-ez. Ne c’houzomp ket betek peleac’h ez i ma vezez lezet.

— Perak ne gredit-hu ket ac’hanoun ?

— Abalamour ma’z oud eur gaouiad.

— Me gaouiad ?

— Ia, ker braz gaouiad ha kear Vrest enn he fez.

Hag an oll diroll da c’hoarzin.

— Lezit anezhan da gounta marvaillou, eme ar c’habiten, o tont da lakaat ar peoc’h. Pa’z eo guir hor beuz kavet eul leue, eo kouls terri he benn out-han hag her c’hignat buanna ma c’hellor. — Ne ket te, Alexis, a zo bet kiger enn da vro, eme-z-han, da eur zoudard-all ?

— Eo, va c’habiten.

— Mad, hast a-fo laza al leue-ze hag her c’hignat. Gra diou lodenn anezhan. An hanter a lakaimp da ober kik rost, hag an hanter-all a vezo lakeat er pod gand ar c’hik-moc’h hag eun tamm patatez. Kik dous ha kik sall, an eil gand egile, a dle beza mad.

— An dra-ze ne vezo ket pell evit beza great, eme Alexis ; biskoaz den n’en devezo debret kik freskoc’h.

Hag evit guir, ne zaleaz ket. A-benn eur pennadik e teuaz da gaout an aoled gand daou beziad kik, hag a oue lakeat unan e pod ar iod silet, gand eur pillerad amann, egile e pod ar soubenn gand kik moc’h ha patatez. Tan a forz a oue great, hag abarz nebeut, lein ar zoudarded a ioa aozet.

Tud an ti a joume mantret, hini anezho ne grede lavaret ger.

Lein a oue debret ; kement banne guin a ioa enn ti, a oue efet. Daoulagad ar zoudarded a ioa skerj enn ho fenn, erru oa tomm d’ezho. Poent oa mont kuit, ar c’habiten her guele, rak ne veze ket dinec’h gand he zoudarded pa veze re dommet d’ezho ; neuze ne zentent nak ouc’h urz, nak ouc’h lezen. Abalamour da-ze e savaz dioc’h an daol hag e teuaz da lavaret da Anna :

— C’houi ive-ta eo mestrez an ti-man ?

— Guelet a rit ar re-man-oll a zent ouzign, rak n’int nemed mevelien.

— Mad, neuze e rankit dont ganeomp da Gastel da gaout hor jeneral Canclaux. Eno e leverot perak hoc’h euz roet