Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/313

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
305
emgann kergidu

da lakaat kement-se a evez. E Penn-an-Neac’h e gouiet petra a erruche, her guelet hor beuz great.

Anna ar Zant ne doa ket a aoun e kafche ar zoudarded eun dra-bennag, rak ar guenneien a ioa enn ti a ioa eat gand ar plac’h da di ar Sann da rei da Vari pa deuche enn-hi he-unan, hag arc’hantiri ha traou an iliz a ioa e korn ar jardin kuzet-kloz. Ne doa ket a aoun e vichent dizoloet, rak eun nozveziad reo ha barrou grizill a ioa bet, ha toull kuz ar mevel koz n’oa ket anat e peleac’h oa great. Dinec’h oa ive-ta divar-benn enklask ha furch ar c’habiten.

Ar zoudarded a en em lakeaz da c’houillia ha da furcha kement tra a ioa enn ti, euz an eil penn d’egile, euz an neac’h d’an traon ; an armeliou a oue divarc’het, an dillajou stlapet e-kreiz al leur-zi, an hirrier didalet hag ar greun ingalet aman hag a-hount ; aoun o doa paotred ar Republik e viche kuzet unan-bennag etouez an dillad pe e-kreiz eun arc’had viniz. Mez kaer ho deoue freuza ha difreuza, ober trouz ha pec’hi, ne gafchont netra nemed seiz pe eiz guennek mouniz a ioa ankounac’heat var stal armel ar mestr mevel. Ha talout a rea ar boan da ober kement a drouz hag a freuz evit ken nebeut a dra ?

Ne oue ket avoualac’h d’ezho furcha diabarz an ti, mont a rejont c’hoaz er c’hreier, er granchou, e lok-al-ludu, ha zoken e klud ar ier. Kaer o deoue klask, ne gafchont netra. Drouk a iea e lod anezho.

— Ha ne ket eur vez evit soudarded eveldomp-ni, eme unan fallakroc’h eged ar re-all, me gred, beza evel-hen o koll hon amzer, hag o rei leac’h d’hor goapaat d’an toullad koueriaded a zo dre aze ? Lakeomp an tan enn tiegez enn he bez, er c’hreier, er granchou, er berniou kolo ; devomp saout ha kezek... An dra-ze a raio eun tantad brao, hag e c’hellimp tomma da viana, rak evidoun-me a zo hanter-skournet.

— Ia, ia, devomp ar stalabez ; an dra-ze a raio aoun d’ar goueriaded-all.

— Nann, eme ar c’habiten, ker mezek hag ar re-all, ha muioc’h, marteze, rak touet en doa da Ganclaux digas d’ezhan, araok an noz, forz traou brao, forz arc’hant, ha ne gave netra. Nann, ne lakeomp ket an tan, rak an ti-man a zo savet var an huel ; an tan a ve guelet a-bell, hag abarz nemeur e ve aman eur vandenn goazed hag a c’helfe trei enep-d’omp buan avoualac’h. Ar sioula ma raimp hon tro