Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/312

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
304
emgann kergidu

Ar c’habiten, evit doare, n’en doa ket taolet evez ouc’h kement-se, rak respount a reaz :

— Mad a rit chom hep stourm ha lezer ac’hanomp da ober hor giz, rak tud ho ti n’int ket a-bouez diouzomp-ni. Mar hoc’h euz c’hoant d’her guelet anat, n’hoc’h euz nemet sellet e toull an or er meaz, nag e vellfot. — Mad, pa’z eo c’houi mestrez an ti-man, e rankot dont ganeomp da Gastel da lavaret d’hor jeneral Canclaux perak e roit golo da veleien dizent ouc’h ar Republik. Mez araok eo red d’eoc’h lavaret d’eomp e peleac’h ho deuz kuzet, ar veleien a ioa eat ganeomp deac’h, an arc’hantiri hag an traou da oferenna, rak gourc’hemennet eo d’eomp ho c’has da Gastel d’hor jeneral.

— Ar veleien a ioa eat ganeoc’h deac’h ac’halenn, a zo, me gred, etre ho taouarn ; ha n’hoc’h euz ket goulennet digant-ho e peleac’h ho deuz kuzet ho arc’hantiri ?

— Nann, rak n’ho diviche ket lavaret d’eomp ; mez ni a c’hoar emaint kuzet aman, enn ti-man.

— Ar veleien-ze kouskoude a dle gouzout e peleac’h ho deuz kuzet ho zraou.

— C’hoant hoc’h euz, a gaf d’ign, maouez, da ober goap ac’hanomp-ni. Fall a rit. Anzavit ouz-omp-ni ho torfed, hag ar Republik a vezo madelezuz enn ho kenver.

— Ho Republik ha c’houi, kabiten, a c’hell ober ac’hanoun-me ar pez a girint ; au nerz a zo etre ho taouarn, mez n’oun ket evit lavaret d’eoc’h e ve enn ti-man, gand va guiziegez, ar pez n’eman ket.

Nann, e korn ar jardin edont, a-vad, kuzet enn douar.

— Ah ! c’hoant oc’h euz da ober ho penn fall ? Mad, bremaik ni her guelo ; ni a ia da freuza kement tra a zo enn ho ti, ha kaout a raimp ar pez a glaskomp.

— Freuzit ha furchit kement ha ma kerfot, goude-ze e velfot ne lavaran nemed ar virionez, rak ne gafot enn ti-man netra euz ar pez a glaskit.

— Ni a ia da veiet. Goaz a-ze d’eoc’h mar kavomp an disterra tra ; ne ket braoaat a raio ho toare.

— Doue am zelaou hag a c’hoar ne lavaran ket a c’hevier.

— Me ne ran ket a forz euz da Zoue, koz maouez ; me a ia da velet, eme ar c’habiten, drouk enn-han.

Ker buan e c’halvaz da zont enn ti ar zoudarded a ioa er meaz ; ne lezaz nemed daou e kichen pep dor, en eur gourc’hemenn d’ezho fourra didruez ho baionnettez e kof an hini a c’hoantache kemeret an teac’h. — N’en doa ket a izoum