Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266
emgann kergidu

eur groaz bastet a bep tu gand kregign ha perlez, ha daou damm paper, a viche lavaret skrivet gant-han, hag a ioa var-n-ezho an traou diskianteka divar-benn ar relijion hag an tamall ar pounnerra var le ar veleien ;

2° An 21 a viz c’huevrer 1794, Croy a zkrive he-unan d’he gommandant evel-hen : « Sitoian, pevar bloaz a zo ez omp heskinet gand eun dispac’h hon taol enn diroll hag hon doug d’en em ganna an eil enep egile (brezel sivil). O velet n’int ket c’hoaz kountant da veza lakeat ar Roue d’ar maro, o deuz ouc’hpenn diskaret an Aoter ha digaset an idolatriach e Franz ; abalamour da-ze e tianzavan al lezenn nevez-se, hag e c’houlennan beza diskarget euz va bili a gorporal, ha servicha epken evel fuzilier simpl enn armeou ar Republik. »

Ar pez a ziskouez e kaver el lavar-ze euz an 21 a viz c’houevrer, guir mennoziou Croy, eo e talc’h d’ho diskouez c’hoaz d’an 22 pluvioz (miz ar glao), dre eun anzao kaset d’ar memez kommandant, skrivet evel diaraok dre zourn Croy, hag er memez komzou.

Dioc’h an traou-ze, an tamaller publik en deuz lakeat var baper ar skrid-tamall-man a enep Fabian Croy, korporal ebars ar rejimant hanvet diagent an eil a dud a vor, dalc’het breman e kastel Brest, evit beza, an 21 a viz c’houevrer, hag an 22 a viz pluvioz, dre zaou skrid euz he zourn, sinet gant-han, hag en deuz anzavet er goulennou a zo bet great d’ezhan, evit beza he labour ; anzavet en deuz c’hoaz ar mennoziou ar brassa a enep an dispac’h ; ankenniet eo ive a varo an diveza tyrant a Franz, dizanzavet en deuz al lezen nevez, ha tamallet ar vro da veza diskaret an Aoter ha da veza digaset an idolatriach e Franz. Ar pez a zo, aberz Fabian Croy, mont a enep liberte ha galloud ar bobl, ha gervel a nevez ar roue evit goaska ha mac’ha adarre ar vro ; torfet hag a dle beza punisset hervez al lezennou hag evit silvidigez ar Republik.

Abalamour da-ze, an tamaller publik a c’houlen ma teufe ar gador-varn unanet da rei d’ezhan diskarg euz an tamall-man a enep Fabian Croy, korporal er rejimant hanvet diagent an eil an dud a vor, dalc’het er prizoun hanvet Kastel Brest ; ra vezo, abalamour da-ze, gourc’hemennet gand hucher ar gador-varn, douger ar gourc’hemenn da zont, e vezo kemeret Fabian Croy, dalc’het ha miret er prizoun-ze, evit chom eno evel enn eun ti a justiz, hag e vezo ar gour-